Accueil / Degemer / Temoù / Ekologiezh / Emglevioù Pariz : Nicaragua n’en doa ket sinet

Emglevioù Pariz : Nicaragua n’en doa ket sinet

relax-travel-nicaragua

Taol-kurun dec’h da noz p’en doa disklêriet Donald Trump e tennfe ar Stadoù-Unanet diouzh Emglevioù Pariz, emglevioù evit gwareziñ an endro ha mirout ouzh ar cheñchamant hin. Un taol fall, digomprenabl, heugus ha feukus eo. Evit ar wech kentañ en istor e oa bet sinet un emglev gant 195 broad anavezet gant ar Broadoù Unanet diwar ar 197. An istor a lavaro deomp penaos e vo barnet ar prezidant amerikan.

Ar pezh a oa bet lakaet war-wel en-dro dec’h da noz eo ne oa nemet div vro n’o doa ket sinet an emglevioù-se. Siria. Hag anat eo ar perag, gant ar brezel diabarzh. An eil bro a zo souezhusoc’h marteze : Nicaragua. Ha dreist-holl an abeg pennañ : evito ne ’z a ket pell a-walc’h an emglevioù.

Rebech a reont d’an emglevioù n’ez eus netra evit kastizañ ar broioù na zoujo ket ouzh ar pezh o deus sinet. Ne vo tell-gastiz ebet ma ne vez ket tizhet an engouestloù. Neuze ne servij da netra hervezo, prometiñ n’eo ken ha ne fell ket dezho bezañ perzh eus un dra a vo kiriek eus kresk 3 pe 4° hag ar marv hag an distrujoù a vo da heul.

Daniel Ortega, prezidant Nicaragua, a soñj dezhañ e rankfe ar broioù pinvidik paeañ muioc’h c’hoazh dre m’int kiriek eus an darn vrasañ eus ar saotradurioù er bed a-bezh. Kiriekoc’h c’hoazh pa vez tizhet ar broioù o tiorren muioc’h eget ar re all. Hag e vro en o zouez rak Nicaragua a vefe ar pedervet bro ar muiañ e dañjer gant ar cheñchamant hin hervez Global Climate Risk Index. Perzh Nicaragua en dilaoskadennoù gaz efed ti-gwer a zo bihan-bihan, 0,03 % ; hini ar Stadoù-Unanet 13,19 %.

Kredapl e vo plijet prezidant Nicaragua gant diviz Donald Trump…

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Maxime TOUZÉ en deus paket ar C'hapes brezhoneg e miz Even 2016. Skrivañ a ra pennadoù e brezhoneg abaoe miz Even 2014 evit Bremañ ha Pobl Vreizh dreist-holl.