Accueil / Degemer / Penn-Kentañ / UDB Yaouank o kabaliñ

UDB Yaouank o kabaliñ

IMG_2119

Lod eus ar stourmerien e marc’had Evran, gant Stuart Lesvier a-gleiz.

A-benn div sizhun e vo tro gentañ an dilennadegoù. Rann re yaouank Unvaniezh demokratel Breizh a vez o kabaliñ abaoe ur pennadig dija evit al listenn Breizh Evel-just (Oui la Bretagne). An dibenn-sizhun-mañ e oant en em gavet e reter Aodoù-an-Arvor evit souten daou gandidad eus o zouez : Stuart Lesvier e pastell-vro Dinan ha Dylan Lépinat e pastell-vro Combourg.

Dec’h diouzh ar mintin e oant e marc’had Evran evit kejañ gant an dud ha dasparzhañ traktoù. Stuart Lesvier a zispleg hiroc’h deomp er video da heul.

Goude merenn e oant bet e kêr Dinan o skignañ traktoù c’hoazh e-touez an douristed ha tud ar vro evit reiñ da anavezout petra eo pal al listenn Breizh Evel-just. Anat eo n’eo ket aes displegañ atav petra eo ar rannvroelouriezh, an emrenerezh da dud n’int ket boas da glevet seurt meizadoù. Ur gwir voger a santer a-wechoù, dre ma ne vez ket klevet mennozhioù Breizh Evel-just er mediaoù dre vras, skinwel ha skingomz dreist-holl. Ar pezh a vez displeget gant ar video dindan gant Maxime Touzé, sekretour UDB Yaouank, ha Nil Caouissin, mouezh-aotreet UDB.

Kabaliñ zo un dra, difenn e vennozhioù hag all. Met mont da welet an dud war an dachenn zo un dra all. Ret eo mont da welet anezhe evit kompren gwelloc’h petra eo o c’hudennoù pemdeziek, evit gouzout ar pezh a c’houlennont, evit kaout mennozhioù nevez. Dec’h e oant bet neuze o welet ul labourer-douar e Bro Dinan, ur saver moc’h hag a glask bezañ an emrenañ ar gwellañ e-barzh e di-feurm, gant produioù ekologel, o toujañ ouzh kaieroù a gargoù a warez an natur hag al loened, ha dre se yec’hed an dud ivez.

OLYMPUS DIGITAL CAMERA

Evit echuiñ o zroiad e oant bet hiziv e pastell-vro Combourg evit souten Dylan Lépinat da skignañ traktoù adarre ha da gaozeal gant an dud. Pevar den eus UDB Yaouank zo war ar renk evit an dilennadegoù kannaded, un toullad all en eil plas. A-benn ur sizhun e vo aozet un dibenn-sizhun stourm all e pastell-vro Lannuon evit souten Trefina Kerrain.

> La Rédaction

La Rédaction
adde19d2564c2ab94096645f74df1bc9ffffffffffffffffffffffffff