Accueil / Degemer / Lec'h / Etrebroadel / Norzh-Iwerzhon : ne ’z a ket war-raok…

Norzh-Iwerzhon : ne ’z a ket war-raok…

gettyimages-631872764

James Brokenshire oc’h embann soñj ar gouarnamant.

Tamm emglev ebet etre Sinn Féin ha DUP ! Sañset ez a war-raok tamm-ha-tamm met skoilhoù re vras a zo etre an daou strollad evit kavout un emglev. Disadorn e oa an termen d’ar marc’hata etre an daou strollad. Pep hini a glemm eo aet a-dreuz an divizoù abalamour d’ar strollad all. Hiziv e ranke James Brokenshire, Sekretour Stad RU evit Norzh-Iwerzhon, kemenn d’an dud petra eo soñj ar gouarnamant war an dalc’h-mañ.

Ha divizet o deus… chom hep divizout tra ebet ! Leuskel muioc’h a amzer c’hoazh evit an daou strollad da gavout un emglev. Roet en deus un termen all : d’an 18 a viz Ebrel. D’ar poent-se e vo gwelet hag-eñ ez eus bet kavet un emglev pe get. Ret e vo dezhañ dibab etre gervel dilennadegoù nevez pe lakaat Londrez da ren ar vro, e-giz ma oa a-raok Emglev Gwener ar Groaz. Lavaret en deus e vo sellet gant ar gouarnamant ouzh an holl diskoulmoù a zo hervez al lezenn.

Michelle O’Neill (Sinn Féin) he deus lavaret ne oa ket un «opsion» e vefe Londrez o ren en-dro, ur sin fall e vefe. Eviti hag he strollad a soñj dezho n’eus nemet un diskoulm : goulenn digant ar geodedourien votiñ en-dro. Gant ar spi e vo muioc’h a dud o votiñ evito. Un afer krediñ an hini eo, abalamour da biv eo aet an tenn d’ar c’hleuz ? Dav e vo o c’hendrec’hiñ eo abalamour d’ar strollad all, ar pezh ne vo ket aes.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE

Maxime TOUZÉ en deus paket ar C’hapes brezhoneg e miz Even 2016. Skrivañ a ra pennadoù e brezhoneg abaoe miz Even 2014 evit Bremañ ha Pobl Vreizh dreist-holl.

69a3814876127f4c66bab94736f0813377