Accueil / Degemer / Lec'h / Etrebroadel / Ar c’hentañ stêr er bed o vont da voud

Ar c’hentañ stêr er bed o vont da voud

Whanganui_River

Ar sizhun dremenet e oa bet votet gant Breujoù Zeland-Nevez ul lezenn a ro gwirioù lezennel d’ar stêr Te Awa Tupua (saoznog Whanganui River), un aven a red e kornôg Enez an Norzh, Te Ika-a-Māui e maorieg. Ar wech kentañ en istor anavezet eo e roer gwirioù denel d’ur stêr, a vo anavezet adalek bremañ evel ur boud bev ez ofisiel. Evit ar Vaoried eo ar stêr bev endeo, evel mard eo ar vro tro-àr-dro, ha bremañ eo aet an dra-se da vezañ lavaret gant gouarnamant Zeland-Nevez.

Evel pep hini er vro-hont en do ar stêr gwirioù ha dleadoù. Gellout a c’hello bezañ dileuriet e-tal ul lez-varn, ha difennet e vadoù gant un dileuriad eus ar Vaoried (anvet Iwi) hag unan eus ar c’houarnamant. “Gouzout a ran e lavaro tud ’zo eo gwall iskis reiñ ur bersonelezh lezennel d’un danvez naturel, met n’eo ket iskisoc’h eget trustoù familh [pe] kompagnunezhioù,” eme gChris Finlayson. “Dibar eo ar soñj da reiñ ur bersonelezh lezennel d’ur stêr. Bez en do Te Awa Tupua hec’h identelezh lezennel dezhi hec’h-unan gant pep gwir dereat, dleadoù ha kiriegezh a vez gant un den lezennel.”

Dont a ra al lezenn-se goude hogos 150 bloavezh a stourm evit ar Vaoried. Ouzhpenn d’ar stad nevez roet d’ar stêr e vo daskoret $80 milion d’ar Vaoried evit bezañ stourmet dibaouez e-pad dek-bloavezhioù, ha $30 milion d’ober àr-dro an aven.

“Kredet hor beus a-viskoazh e oa ar Stêr Whanganui un hollad dirannapl ha bev – Te Awa Tupua – az ebarzh kement elfenn korf ha speredel dezhi, eus menezioù kreiz Enez an Norzh d’ar mor,” eme c’hGerrard Albert, dileuriad Maoried al lec’h. “Hir ha diaes e oa ar stourm… Ha ma serromp levr ar rann-se eus hon istor hiziv, àrc’hoazh e teraouimp da skrivañ ur penn nevez.”

Ha digeriñ a ra al lezenn nevez-se ur mare ma vo doujet hon endro hag ar pobloù genidik ? Gwelet ’vo, met emañ ar Giwied o tiskouez d’an holl un hent nevez-flamm.

> Fañch Bihan-Gallic

Emañ Fañch Bihan-Gallic oc'h ober un doktorelezh er studioù keltiek en Aberdin, Bro-Skos.
258912f8caa303232c09c6cab73d3dd6222