Accueil / Degemer / Lec'h / Bro C'hall / Korsika : miliadoù a dud o vanifestiñ evit an distaoliadeg

Korsika : miliadoù a dud o vanifestiñ evit an distaoliadeg

10275707-16779527

Estreget en Breizh e oa manifestadegoù dec’h. Evit ar bobl Gurd un tammig e pep lec’h dre ar bed hag e Korsika ivez e Aiacciu evit goulenn an distaoliadeg evit ar brizonidi bolitikel. Prizonidi bolitikel en toull-bac’h war ar c’hevandir.

Etre 6 000 ha 10 000 manifester a oa e straedoù kêr Breujoù Korsika, 2 500 hervez ar prefeti, ar pezh a zo pell diouzh an niver a dud gwir. Kraf an distaoliadeg eo unan eus ar re bouezusañ evit ar vroadelourien dibaoe int erruet e penn ar galloud. Betek-henn n’o deus bet respont pozitivel ebet digant ar Stad C’hall diwar-benn o arc’hadurioù.

Berzh he deus graet ar vanifestadeg : dilennidi, aktored sevenadurel met ivez tud o tont eus broioù all evit embann o skoazell (Euskal Herria, Bro-Skos, Katalonia, Breizh, Sardigna,…). Gant al lugan “Amnistia è Libertà” (Distaoliadeg ha Frankiz) o deus dibunet ar vanifesterien. “Diskouezet hon eus he doa c’hoant ar bobl gorsat e tistrofe e vreudeur bac’het” eme Jean-Marie Poli, prezidant ar gevredigezh Associu Sulidarità evit ar brizonidi bolitikel. “Gouzout a reomp eo bet sellet pizh an devezh-mañ gant servijoù parizian ministrerezh ar Justis. Lâret hon doa dija d’ar pennoù bras e Pariz e oa youl gant ar Gorsiz da zirouestlañ an dalc’h-mañ.

C’hoazh ur wech e vezer o c’hortoz ur cheñchamant a-berzh gouarnamant Pariz evit ma c’hallfe an traoù mont war-raok en un doare sioul ha demokratel. E miz Mae 2015 e oa bet votet gant Breujoù Korsika ur mennad evit goulenn an distaoliadeg. Ar gwir a zo gant ar Gorsiz. Ur sontadeg nevez a lâr ez eus 95% eus pobl Korsika a-du gant an arc’hadur-mañ.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE

Maxime TOUZÉ en deus paket ar C’hapes brezhoneg e miz Even 2016. Skrivañ a ra pennadoù e brezhoneg abaoe miz Even 2014 evit Bremañ ha Pobl Vreizh dreist-holl.

47e00fd34fee333ebc1597546fd6e0darrrrrrrrrrrrrrrrrrrrrrr