Accueil / Degemer / Lec'h / Bro C'hall / “Givebox” evit mirout ouzh ar foeltrañ

“Givebox” evit mirout ouzh ar foeltrañ

DSCN9504

E Berlin e oa bet ijinet al lochoù-se un nebeud bloavezhioù ’zo. Dibaoe e vroñsont un tammig e pep lec’h e Frañs. Pep hini a c’hall lakaat ar pezh a fell dezhañ e-barzh : dilhad, levrioù, taolennoù, dafar an ti, c’hoarioù,… betek an distoufer. Bitrakoù hag a chome da ruzañ er c’hav alies-mat met a zo mat da vezañ implijet c’hoazh. Kavet e vez a bep seurt, hag an holl draoù evit netra. Ar pal eo lakaat un dra e-barzh evit un dra kemeret.

Betek-henn e veze anavezet muioc’h komdoboù evit al levrioù kentoc’h, er c’hêrioù bras peurvuiañ. Gant ar “givebox” e c’haller mont pelloc’h c’hoazh gant ar c’henskoazell. Seurt lochoù a vez kavet un tammig e pep lec’h, pe e vije e kêr pe e vije war ar maez. Un doare da stourm ouzh ar gevredigezh beveziñ hag ar foeltrañ. Dleout a rafe bezañ anavezet muioc’h.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE

Maxime TOUZÉ en deus paket ar C’hapes brezhoneg e miz Even 2016. Skrivañ a ra pennadoù e brezhoneg abaoe miz Even 2014 evit Bremañ ha Pobl Vreizh dreist-holl.

5e70ffe33dd652b19151c5108aa5c5ac_________________________