Accueil / Temoù

Temoù

Startijenn – Talm ur galon

(Troidigezh Hervé Le Gall) Nag a draoù bet krouet gante abaoe mare o oad-krenn ; d’ar mare-se e voe divizet sevel strollad Startijenn gant pemp skoliad eus Skolaj Diwan Ar Releg-Kerhuon (ur skolaj dre soubidigezh e brezhoneg). Piv en dije soñjet e vijent bet c’hoazh, pemp bloaz warn-ugent war-lerc’h war leurennoù ...

Lire

“Frankiz, kevatalded, krizder”

D’an aotrou prefed ar Morbihan : skarzhet ho peus ur familh get pevar bugel ag he ranndi, e penn-kentañ miz Genver. E-kreiz ar gouiañv, ’mod-se, er-maez. Lojeriz ebet evite. Er-maez, er straed, edan ar pevar avel hag ar yenijenn. En o mesk, ur paotr a bemp bloaz. E miz Genver e ...

Lire

42vet Gouel Filmoù Douarnenez

Warlene e oa bet un toull e-barzh ar c’hef. A-drugarez d’ar 600 den bennak o deus digoret o yalc’h, eo bet adlañset ar festival da vat. Aljerianezed. Aljerianed. Setu tem ar festival ar bloaz-mañ. Un tem bet choazet mat pa weler ar manifestadegoù bras aozet bep Meurzh gant ar studierien ...

Lire

Astropolis, 25vet bloaz !

Dirak kastell Brest. Abaoe 25 bloaz e vez savet Astropolis e Brest e deroù miz Gouere. Da geñver « Nevez Amzer ar Sonerien », e miz Ebrel, e klever son ar bagadoù e pep lec’h e kreiz-kêr. Pep muzik d’e dro, e miz Gouere, elektro eus ar gwellañ an hini eo a ...

Lire

Un uzin saout e Kommanna ?

Ul labourer-douar en deus savet ur raktres evit kreskiñ niver e chatal eus 150 buoc’h da 400. Chom a rafe ar saout e-barzh savadurioù. Metanaet e vefe an hañvouez ha strewet ar restachoù war ar parkeier. Enklask foran ebet. Un diskleriadur hepken. Setu pezh a lavar al lezenn. Spontet eo ...

Lire

Norvegia o tont war he giz diwar-benn an tireoul ?

Sed aze ur c’heloù n’eus ket bet klevet kalz dioutañ ar sizhun-mañ. Ha padal e c’hallfe degas ur cheñchamant bras e greanterezh an tireoul. Fellout a ra da c’houarnamant Norvegia en em dennañ tamm-ha-tamm eus greanterezh an tireoul, o postañ nebeutoc’h-nebeutañ a arc’hant e-barzh. Norvegia eo ar produer hidrokarbidennoù (tireoul, ...

Lire