D’ar 23 a viz Mezheven 2016, 51,9 % eus an dud e Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur ha Norzh Iwerzhon ma c’helle hag a fellas dezhe a votas evit kuitaat Unvaniezh Europa, da lâret eo, en tu all d’ur milion muioc’h a dud evit a re a felle dezhe chom. Peurliesañ, avat, ne ...
LireBrexit : Hollande ha Rajoy a nac’h komz gant Sturgeon
Gant ar vezh eo ! Prezidant Frañs ha ministr kentañ Bro-Spagn o deus embannet a-unvouezh ne vo ket marc’hataet gant Bro-Skos evit o flas e-barzh Unvaniezh Europa. Dibaoe an disoc’hoù e vez klasket gant gouarnamant Holyrood un diskoulm evit chom e-barzh Unvaniezh Europa, 62% eus Skosiz o doa votet evit ...
LireTrump e Skos : n’o do ket !
Hiziv eo degouezhet Donald Trump e Skos, e Turnberry e kontelezh Ayrshire e-lec’h m’en deus ur golf ha savadurioù evit ar binvidien. Er c’houlz mat eo erruet da-geñver ar Brexit peogwir en deus embannet diouzhtu e levenez o welet Breizhveuriz oc’h adtapout kontrol o bro. En em gavet ez eus ...
LireTenn misil e Penmarc’h c’hoazh !
Warc’hoazh e vo tennet ur wech c’hoazh ur misil M51 e donvor Penmarc’h er Vro Vigoudenn. E 2013 e oa bet tennet unan dija, ha c’hwitet an taol gant ar morlu. Ur misil 12 metrad uhelder, gouest da zougen bombezennoù nukleel 600 gwech kreñvoc’h eget bombezenn Hiroshima. Evit Kevread a-enep ...
LireBrexit : Johnson a glev e begement gant Sturgeon !
A-benn an 23 a viz Even e vo dalc’het ar referendom er Rouantelezh-Unanet diwar-benn e blas e-barzh Unvaniezh Europa. Hervez ar sontadegoù diwezhañ ez afe an tu-gounit gant ar re a-du evit kuitaat UE. Dec’h e oa bet aozet un tabut er skinwel etre Nicola Sturgeon, ministrez kentañ Skos ha ...
LireSkipailh Kembre e Breizh !
A-benn nebeut e krogo kenstriverezh mell-droad Euro 2016 e Bro-C’hall. Pe e plij ar vell-droad d’an dud pe ne blij ket, un darvoud bras e vo a-dra-sur. Hag evit ar wech kentañ e c’hoario skipailh broadel Bro-Gembre evit ar prantad diwezh en un Euro. Ar wech diwezhañ en doa kemeret ...
LireLedañ istor Breizh : ur paotr eus Loudia war ar stern !
Gouzout a ouzit mat, ne vez ket kelennet istor hor bro er skolioù, pe nebeut-tre a-drugarez d’un toullad hiniennoù. Ar Vretoned dre vras ne anavezont ket o istor. Abalamour da se e oa bet savet an DVD Anavezout Breizh adalek ar penn kentañ betek bremañ, gant sikour ar rannvro diwar ...
LireStatud ar c’horseg : dizemglev dalc’hmat
Dimeurzh e oa bet degemeret dilennidi eus Korsika, Jean-Guy Talamoni ha Gilles Simeoni en o zouez, e ministrerezh an Deskadurezh Vroadel. Kraf an emvod : ar c’horseg hag e statud. Ha ne ‘z a ket war-raok hervez an dilennidi gorsat. Degemeret int bet gant Audrey Azoulay ministrez ar Sevenadur ha ...
LireTi ar Vro – L’Ôté digor a-benn ar fin !
Louis Le Bret, Pierre Lambert, Bruno Joncour, Kaourintine Hulaud hag Alain Cadec. E-pad bloavezhioù ha bloavezhioù e oa bet gortozet, ul lec’h brav ha bras evit degemer Telenn hag ar c’hevredigezhioù breizhek e bro Sant-Brieg. Boulc’het e oa bet ar raktres, gant hor c’hamarad aet d’an Anaon Robert Pedron, e ...
LireUKIP e Skos : brezel diabarzh ?
David Coburn ha Nigel Farage. Strollad Nigel Farage n’eo ket gwall yac’h en tu all da voger Hadrian, e-lec’h m’emañ ar vroadelourien en o c’hreñvañ hag ar bobl gant ur santimant europat solut a-walc’h. Ar strollad a-enep Europa ne ra ket berzh. War washaat ez afe an traoù ? E ...
Lire