Sed aze ur raktres eus ar re zedennusañ ! Ober un droiad e Europa a-bezh e-pad seizh miz, war droad, war vag, gant an tren hag all evit filmañ hag atersiñ ar pobloù a gomz ur yezh vinorel e bro pe vro. Setu ar pezh a fell da Morgane Lincy ...
LireTrubuilhoù SNP goude ar Brexit
Goude sizhunioù o kaozeal diwar-benn un eil referendom evit dieubidigezh Bro-Skos he deus cheñchet Nicola Sturgeon, Maodiernez Kentañ Bro-Skos ha penn SNP, he meno. Prest eo da dostaat ouzh strolladoù all da sevel raktres Brexit gant un disparti flour (“soft exit”) a lakfe Bro-Skos da chom er marc’had europeat boutin. ...
Lire“Givebox” evit mirout ouzh ar foeltrañ
E Berlin e oa bet ijinet al lochoù-se un nebeud bloavezhioù ’zo. Dibaoe e vroñsont un tammig e pep lec’h e Frañs. Pep hini a c’hall lakaat ar pezh a fell dezhañ e-barzh : dilhad, levrioù, taolennoù, dafar an ti, c’hoarioù,… betek an distoufer. Bitrakoù hag a chome da ruzañ er ...
LireDiazezer Nouvelle Donne skarzhet eus e strollad !
Dec’h e oa bet embannet ur gemennadenn war Twitter gant ar strollad Nouvelle Donne o tisklêriañ e oa bet skarzhet an armerzhour Pierre Larrouturou. E 2013 e oa bet savet ar strollad gantañ. Hervez burev ar strollad ne glot ket ken emezeladur Pierre Larrouturou gant talvoudegezhioù ha buhezegezh ar strollad. ...
LireKengred Celtic – Palestina !
Dec’h da noz e oa bet dalc’het ur c’hrogad mell-droad e Glasgow, e Celtic Park etre skipailh ar re gwer ha gwenn hag Hapoel Beer-Sheva. Ur flac’had o deus paket an Israeliz, 5-2 e krogad kentañ an dispartiañ evit kemer perzh er Champions League. Met reuz a zo bet e-kerzh ...
LireJO Rio 2016 : ur skipailh repuidi evit ar wech kentañ !
Disadorn vintin, abred-tre, o deus bet tro ar re galonekañ chomet da sellet ouzh lid-digeriñ ar C’hoarioù Olimpek da welet ur skipailh dic’hortoz just a-raok hini Brazil, hag a gloze dibunadeg ar broadoù. Ur skipailh repuidi an hini e oa. Dek atletour o tont eus Siria, Etiopia, Soudan ar C’hreisteiz ...
LireIwerzhon unvanet : a-benn pegoulz ?
A-vec’h embannet disoc’h ar referendom diwar-benn ar Brexit en doa diskleriet Sinn Féin e rankfe bezañ aozet an abretañ ar gwellañ ur referendom all diwar-benn unvaniezh Iwerzhon. Birvilh a zo war an Enezenn C’hlas dibaoe. Kaoz a zo e pep lec’h eus an dra-se. War-lerc’h Sinn Féin eo Fianna Fáil, ...
LireBali Breizh d’ar Sadorn vintin?
Bali Breizh, an abadenn vrezhonek skignet gant Frañs 3 d’ar Sul vintin da 11e, a c’hallfe tremen d’ar Sadorn vintin da 11e. Aon o deus difennerien ar brezhoneg er skinwel rak e vefe kalz nebeutoc’h a dud o sellout ouzh an abadenn d’ar Sadorn. Estreget ar vrezhonegerien a c’hall heuliañ ...
LireKEAV : ur yoc’h a blijadur !
Krog eo koulzad ar stajoù hañv evit deskiñ pe beurlipat e vrezhoneg. Gant Stumdi, Skol an Emsav, Roudour hag un nebeud reoù all e vez kinniget stajoù ur sizhun evit mont war-raok buanoc’h. Echu eo sizhun gentañ Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion e Kastellin abaoe dec’h. Abaoe 1948 e vez aozet stajoù ...
LireSkipailh Breizh : war-zu Dulenn !
Skipailh Breizh en Ardeven gant o mailhurenn nevez. E-barzh niverenn Pobl Vreizh miz Even e oa bet gouestlet ur pennad da skipailh Breizh mell-droad gouezelek dija. Kenderc’hel a reomp d’ober bruderezh evit hon skipailh. Ur sizhun ‘zo e oa bet dalc’het ur c’hrogad c’hoazh a-enep da skipailh Bro-C’hall en Ardeven. ...
Lire