Accueil / Skriverien (Pajenn 10)

Skriverien

Echu eo gant an OGM e Bro Skos !

Bro Skos he deus divizet berzañ gounidigezh an OGK (organegoù genoù kemmet) war he ziriad. Gallet o deus kemer an diviz-mañ a-drugarez d’an Devolution hag a ro tro dezhe d’ober war-dro al labour-douar. E miz Ebrel diwezhañ e oa bet embannet gant Unvaniezh Europa ur sturiad hag a vo lakaet e ...

Lire

Brezel ar sifroù e-barzh an FN

Marine Le Pen na baouez ket da embann par ma c’hall ez eo he strollad hini kentañ Frañs ! Peurliesañ ne ‘z a ket pelloc’h, daoust hag-eñ ez eo a-fed stourmerien pe a-fed mouezhioù, kement a draoù a zo da gemer e kont ez eo dibosupl embann un dra e-giz ...

Lire

Komiserdioù Kernev-Veur divyezhek !

Ur banell divyezhek e komiserdi Truro. Divizet ez eus bet divyezhekat an holl banelloù er c’homiserdioù diwar skouer komiserdi Truro e kêrbenn ar vro hag a zo divyezhek dija. Cheñchet e vo an holl banelloù tamm-ha-tamm, pa vo ezhomm da adneveziñ anezhe. Ur vouezh-aotreet eus ar polis e Devon ha ...

Lire

Pep Guardiola war ar renk evit an dizalc’hiezh

  Brudet-kenañ eo ar gourdoner-mañ e bed ar vell-droad. Bet eo bet gourdoner skipailh Barcelona hag abaoe daou vloaz e c’hourdon skipailh Bayern München. Ur paotr lorc’h ennañ eus e wriziennoù hag a-viskoazh en doa embannet e c’hoant da welet Katalonia dizalc’h. A-benn ar 27 a viz Gwengolo e vo ...

Lire

Ar skolioù-meur digor d’an holl emezit-c’hwi ?

  Un enklask nevez embannet gant ar sindikad Unef a lak war wel kudennoù e skolioù-meur Frañs evit en em enskrivañ. Diaesoc’h-diaesañ eo: listennoù gortoz, nebeutoc’h a blasoù, diveskañ er-maez lezenn an danvez-studierien… Daoust hag-eñ e c’haller lâret bepred e vez degemeret an holl er skolioù-meur ? Bremañ e vez ...

Lire

Kernev-Veur: ur vroad dic’halloud

  Gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet zo o paouez embann ne vo ket digreizennet da vat Bro-Saoz. Ne vo ket roet muioc’h a c’halloudoù d’ar c’hêrioù ha d’ar c’hontelezhioù. Mebyon Kernow, ar strollad emrenour, a zo dipitet bras gant ar c’heloù-mañ. Hervez Mebyon Kernow ne vez ket kemeret e kont c’hoantoù hag ...

Lire