Anavezet eo Mark Kerrain. Kelenner, skrivagner hag embanner, Mark zo marteze unan eus ar re a skriv ar muiañ e Breizh. 5 bloaz ’zo e oa deuet er-maez levr kentañ Harry Potter e brezhoneg troet diwar ar saozneg gantañ. An Amzer embanner en deus dibabet embann an eil levr : Harry ...
Lire« Diskoulm ebet » evit Diwan
« N’eus diskoulm ebet c’hoazh ». Setu ar pezh he deus lavaret prezidantez Diwan e-kerzh ar vanifestadeg dirak prefeti Naoned, d’ar Sadorn 2 a viz Gwengolo. Lakaet eo bet diaes rouedad Diwan gant diviz trumm ar gouarnamant chom a-sav gant ar « c’hevratoù skoazellet », a vez implijet stank er c’hevredigezhioù hag er ...
LireFañch, Fanch, François,…
Reuz a zo war ar genrouedad tro-dro d’an afer Fañch. Ur familh eus Rosporden n’he deus ket gellet envel o mab nevez-c’hanet diriaou Fañch abalamour d’an ñ na vez ket degemeret gant marilh ar boblañs peogwir n’eo ket ul lizherenn c’hallek… Biskoazh kemend-all ! E 2017 e vez nac’het anvioù ...
LireE Wairoa (ZN) e lakaer ar maorieg da gentañ
Emañ kuzul lec’hel Wairoa àr hent dont da vezañ an hini kentañ e Zeland-Nevez da vezañ divyezhek da vat, maorieg (te reo māori)/saozneg. D’ar Meurzh 9 a viz Mae e oa bet votet gant ar c’huzul an Te Kaupapa Here mo Te Roe Maori ke Te Kaunihera o Te Wairoa ...
LireFN, n’em bo ket !
[Savboent ar skriver an hini eo] Tri devezh a chom c’hoazh a-raok gwelet penn an hini a vo prezidant-ez Frañs ouzh ar skramm. Anat eo ne blijo ket deomp kement-se, ni emrenerien, ekologourien, digreizennourien, sokialourien, an hini a yelo ar maout gantañ pe ganti. Anzav a ran em boa soñjet ...
LireDañset ez eus bet e Plistin evit an traezh mor
D’ar Sadorn 15 a viz Ebrel e oa bet aozet ur fest-noz e Plistin a-enep d’ar raktres tennañ traezh e bae Lannuon. Evit an aozerien e vefe dañjerus-kenañ skarzhañ traezh ar bae : diaesoc’h e vefe d’ar spesadoù pesked bihan dozviñ, hag alese e vefe disteraet an holl spesadoù pesked ha ...
LireDistro Gouel Broadel ar Brezhoneg d’an 19 ha d’an 20 a viz Mae
‘Ba Langoned vo aozet Gouel Broadel ar Brezhoneg (GBB) ar bloaz mañ. E Langoned oa bet aozet dija e 1998. Hag un degemer a-feson a zo gant ar barrez ar bloaz-mañ c’hoazh. Ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg eo a aoz an darvoud meur-se, an hini vrasañ gouestlet d’ar brezhoneg e ...
LireAr c’hentañ stêr er bed o vont da voud
Ar sizhun dremenet e oa bet votet gant Breujoù Zeland-Nevez ul lezenn a ro gwirioù lezennel d’ar stêr Te Awa Tupua (saoznog Whanganui River), un aven a red e kornôg Enez an Norzh, Te Ika-a-Māui e maorieg. Ar wech kentañ en istor anavezet eo e roer gwirioù denel d’ur stêr, ...
LireAn Henbont àr hent adsevel ar brezhoneg
Hiniu e krog an Henbont e-barzh “Du breton dans vos commerces”, un afer a bado ur miz, da geñver miz ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Ober a reas Ti-Kêr an Henbont an dra-sen àrlene dija. Eeun a-walc’h eo ar jeu : goulennet e vez digant an dud implijout yezh ar vro ...
LireBro-Sami : tabut tro-dro d’ar gwirioù pesketa
Ar Stêr-Teno (norvejog Tana, finnog Tenojoki, samiog Deatnu) a red dre Vro-Sami (samiog Sápmi), eus a Vro-Norvej da gleiz Bro-Finn. A-hed e 330 km e kaver eoged a-leizh, ha bez eo moarvat unan eus stêrioù pinvidikañ ar bed da bakañ ar pesk-se. Bloaz ’zo e teraouas breujoù Bro-Norvej ha Bro-Finn ...
Lire