E-touesk ar broioù paket ar muiañ gant ar c’horonaviruz e vefe Brazil. Ouzhpenn 108 000 den klañv ha 7 000 den marvet a zo betek-henn, ez-ofisiel. Met hervez klaskerien zo e vefe e gwirionez etre unan ha daou vilion a dud klañv gant ar C’hovid-19 eno. Ne zeuont ket a-benn da destiñ ...
LireKleñvedoù nevez, an Ankou o lojañ e korf al loened
Ar pennad emaoc’h o vont da lenn amañ dindan a zo bet embannet e 2004 e-barzh stumm paper kazetenn Pobl Vreizh. Kement ha diskouez d’an dud n’eo ket nevez ar pezh a c’hoarvez er mare-mañ, paneve kenfinañ ar bed a-bezh pe dost. Pell ’zo e oa bet soñjet e chome diefed ...
LireAr c’horonaviruz e Jamaika
“Amañ, n’eus tamm chañs ebet ma vefe eus ar c’horonaviruz. Gant an tommder, ne c’hello ket padout.” Setu ar pezh a veze lavaret e Jamaika e miz Genver ha C’hwevrer. Met abaoe an 10 a viz Meurzh, pa oa bet diagnostiket an den klañv kentañ, eo un afer all. Ur ...
LirePenaos he deus graet Korea ar Su evit votiñ ?
N’eus ket bet klevet kalz e Frañs eus se pe nemeur. Ar sizhun dremenet e oa bet dalc’het dilennadegoù kannaded e Korea ar Su, e-kreiz enkadenn ar C’hovid-19. Penaos o deus graet evit ober kement-mañ ? Petra a c’haller kompren eus ar mod m’eo prientet ar vro dirak seurt viruz ? Eus ...
LireKentañ trec’h evit ar Sioueed Dakota e Standing Rock
Brudet-kenañ eo deuet da vezañ ar skeudenn-mañ, da vare tennañ ar stourm. N’eo ket ar wech kentañ e reomp anv eus stourm an Indianed Siou e Stad Dakota an Norzh er Stadoù-Unanet. Eno ez eus un eoulsan tireoul abaoe tri bloaz a dreuz douaroù sakr ar bobl indian-mañ. E Standing ...
LireKenavo José
José e diabarzh mirdi an enezenn e 2018 da vare staj brezhoneg UDB Glac’haret omp bet o klevet e oa aet José Calloc’h d’an Anaon, d’an 21 a viz C’hwevrer, re abred, ne oa ket war e leve c’hoazh, daoust m’en doa diaesterioù yec’hed. Degemeret e oamp bet gantañ meur ...
LireKawan. Ur forom evit an ekologiezh en tiez-kêr
Kas an ekologiezh war-raok e programmoù an dud war ar renk e kumunioù kreiz Treger, setu pal ur skipailh Kawaniz a zo o prientiñ un “Forom evit an ekologiezh en tiez-kêr”. Dalc’het e vo d’an 22 a viz C’hwevrer, etre 2e ha 6e goude merenn, e Ti ar vro Treger-Goueloù ...
Lire“Frankiz, kevatalded, krizder”
D’an aotrou prefed ar Morbihan : skarzhet ho peus ur familh get pevar bugel ag he ranndi, e penn-kentañ miz Genver. E-kreiz ar gouiañv, ’mod-se, er-maez. Lojeriz ebet evite. Er-maez, er straed, edan ar pevar avel hag ar yenijenn. En o mesk, ur paotr a bemp bloaz. E miz Genver e ...
LireBerzh a ra ar boestoù evit ar babigoù e Bro-Skos
Gouarnamant Bro-Skos, renet gant an SNP, a embann kas ur politikerezh araokaour evit brasañ mad an dud er vro. Gouzout a reont ez eus kalzik paourentez en o bro, setu perak e vez kaset ur politikerezh sokial kreñv evit klask digreskiñ an dizingalderioù. Divizet e oa bet da skouer kas ...
LireKastell-Briant – Roazhon : keloù frealzus ha keloù dipitus
Kenderc’hel a ra an abadenn tro-dro d’al linenn Roazhon – Kastell-Briant. N’eus ket pell zo e embanne ar gevredigezh difenn al linenn e c’hallfe al labourioù bezañ nullet hag al linenn chom serret etre Retiers ha Kastell-Briant, abalamour ma ne zalc’hfe ket ar Stad gant he fromesa e-keñver an arc’hantaouiñ. ...
Lire