Accueil / Lec'h / Penn ar bed

Penn ar bed

Tagadenn durk e Brest

Disadorn e oa bet aozet ur vanifestadeg evit souten stourm ar Gurded e Afrin. En em gavet e oa ur c’hant bennak a dud e straedoù Brest, Kurded ha Bretoned tost ouzh o stourm (Keneildedoù kurd Breizh da skouer). Met e kreiz ar vanifestadeg int bet taget dre souezh gant ...

Lire

Un droiad e Bro Bagan

D’ar 1añ ha d’an eil a viz Gouere e oa bet aozet un dibenn-sizhun e brezhoneg e Bro Bagan gant ar c’hevredigezhioù Brezhoneg e Brest ha Brezhoneg e Plouzane. Krog eo da vezañ boaz an hini gentañ da aozañ seurt darvoudoù evit bodañ brezhonegerien tro-dro da zudioù a bep seurt : c’hoarioù, abadennoù kanañ, ...

Lire

Ur stal-levrioù breizhek nevez e Brest !

Dibaoe diwezh ar stal-levrioù Ar Bed Keltiek n’eus stal-levrioù ebet diwar-benn Breizh hag ar broioù keltiek e Brest. Sed aze ar pezh en deus soñjet Jeremi Kostiou, ur paotr yaouank a 26 vloaz, startijenn ennañ ha leun a raktresoù dalc’hmat. Goude bezañ savet e di-embann Nadoz-Vor Embannadurioù e fell dezhañ ...

Lire

Tenn misil e Penmarc’h c’hoazh !

Warc’hoazh e vo tennet ur wech c’hoazh ur misil M51 e donvor Penmarc’h er Vro Vigoudenn. E 2013 e oa bet tennet unan dija, ha c’hwitet an taol gant ar morlu. Ur misil 12 metrad uhelder, gouest da zougen bombezennoù nukleel 600 gwech kreñvoc’h eget bombezenn Hiroshima. Evit Kevread a-enep ...

Lire

Manifestadeg a-enep al lezenn labour e Karaez

Da heul galv ar sindikadoù e oa deuet ur c’hant bennak a dud da vanifestiñ a-enep al lezenn labour ar mintin-mañ e Karaez. Goude ar prezegennoù dirak ti ar sindikadoù hag un droiad e kêr, ar vanifesterien a zo en em vodet dirak burev-pad ar c’hannad PS Richard Ferrand. Peget ...

Lire

Kervarker: ur c’hendiviz en e enor

D’ar Yaou 12 ha d’ar Gwener 13 a viz Du e vo dalc’het ur c’hendiviz e Mellag e maner Kernod diwar-benn Kervarker, evit dougen bri dezhañ da geñver daougantveder ganedigezh an dastumer brudet-mañ. Mil anavezet eo a-drugarez d’e levr Barzaz Breiz, embannet e 1839. Aozet e vo gant ar C’hEBK ...

Lire