Accueil / Lec'h / Breizh (Pajenn 8)

Breizh

Testeni daou Vreton e Palestina

Ifig Guillou o prezegenniñ. Dec’h da noz e oa bet aozet ur brezegenn gant Association France Palestine Solidarité e Sant-Brieg. Un tri-ugent a dud bennak a oa deuet da selaou aketus ar pezh o doa bevet Yves Guillou ha Vincent Gibelin. Kemeret o doa perzh en ur gefridi olivez e ...

Lire

Erwan Ropars, hêrezh ar bazhvalan

Dec’h e oa bet skignet e-barzh an abadenn Bali Breizh un teul-film diwar-benn Erwan Ropars, graet Le Grand Bleu anezhañ e bed ar bagadoù. Pennsoner brudet-kenañ bagad Kemper eo bet e-pad bloavezhioù hag unan eus sonerien wellañ ar vro eo. Bloaz ‘zo e oa aet d’an Anaon, ha Youenn Chapalan, ...

Lire

Yennayer ‘zo bet lidet !

Pedet e oa mouezh-aotreet an UDB, Nil Caouissin, da lidañ ar bloavezh nevez (Yennayer) gant ar Gabiled e Roazhon. Un nozvezh leun a blijadur e koun Lounès Matoub. Ur varzhoneg skrivet e 1995 gant Fañch Péru, ezel eus an UDB, zo bet distaget gant Nicole Logeais ha Nil Caouissin ivez. ...

Lire

Ar c’hlaouier rakwelet e brezhoneg ? Bremañ ya !

Un dispac’hig eo e bed an teknologiezhioù nevez. Bremañ e c’haller kaout ur c’hlaouier rakwelet e brezhoneg war ar poellgomzerioù, da lâret eo e vez raksantet ar gerioù ha difaziet e-unan gantañ. Evit an hezougoù Android hepken eo. Talvoudus e vo kavet gant an holl vrezhonegerien a gas kalz a gemennadennoù e ...

Lire

Pondi. Ul lizher digor kaset dʼar Prefeti.

Decʼh zo bet kaset ul lizher digor gant kevrenn UDB Pondi-Pourlet dʼan Aotrou Prefed ar Morbihan da heul ar vanifestadeg a oa bet aozet e Pondi d’ar sadorn 14 a viz Du un devezh war-lecʼh darvoudoù spontus bet c’hoarvezet e Pariz. « E gwirionez eo mantrus ma vefe bet aotreet sevel ...

Lire

Kervarker: ur c’hendiviz en e enor

D’ar Yaou 12 ha d’ar Gwener 13 a viz Du e vo dalc’het ur c’hendiviz e Mellag e maner Kernod diwar-benn Kervarker, evit dougen bri dezhañ da geñver daougantveder ganedigezh an dastumer brudet-mañ. Mil anavezet eo a-drugarez d’e levr Barzaz Breiz, embannet e 1839. Aozet e vo gant ar C’hEBK ...

Lire