A-benn nebeut e krogo kenstriverezh mell-droad Euro 2016 e Bro-C’hall. Pe e plij ar vell-droad d’an dud pe ne blij ket, un darvoud bras e vo a-dra-sur. Hag evit ar wech kentañ e c’hoario skipailh broadel Bro-Gembre evit ar prantad diwezh en un Euro. Ar wech diwezhañ en doa kemeret ...
LireLedañ istor Breizh : ur paotr eus Loudia war ar stern !
Gouzout a ouzit mat, ne vez ket kelennet istor hor bro er skolioù, pe nebeut-tre a-drugarez d’un toullad hiniennoù. Ar Vretoned dre vras ne anavezont ket o istor. Abalamour da se e oa bet savet an DVD Anavezout Breizh adalek ar penn kentañ betek bremañ, gant sikour ar rannvro diwar ...
LireManifestadeg a-enep al lezenn labour e Karaez
Da heul galv ar sindikadoù e oa deuet ur c’hant bennak a dud da vanifestiñ a-enep al lezenn labour ar mintin-mañ e Karaez. Goude ar prezegennoù dirak ti ar sindikadoù hag un droiad e kêr, ar vanifesterien a zo en em vodet dirak burev-pad ar c’hannad PS Richard Ferrand. Peget ...
LireRoazhon. Ti ar Bobl aloubet gant ar CRSed
Abaoe 12 devezh e oa manifesterien e Ti ar Bobl / Sal ar Cité Roazhon evit enebiñ ouzh al lezenn El Khomri. Ur wech dija he doa klasket Nathalie Appéré, maerez Roazhon, skarzhañ anezho o kas CRSed warno. Graet eo bet an taol da vat hiziv, mintin abred. Ne chom ...
LireTi ar Vro – L’Ôté digor a-benn ar fin !
Louis Le Bret, Pierre Lambert, Bruno Joncour, Kaourintine Hulaud hag Alain Cadec. E-pad bloavezhioù ha bloavezhioù e oa bet gortozet, ul lec’h brav ha bras evit degemer Telenn hag ar c’hevredigezhioù breizhek e bro Sant-Brieg. Boulc’het e oa bet ar raktres, gant hor c’hamarad aet d’an Anaon Robert Pedron, e ...
LireHa mont a rafe al linenn Landerne-Kemper da get ?
Atav e vez ur stourm ha nʼeo ket evit diorren an hentoù-houarn e Breizh met chom hep koll ar pezh hon eus. Warlene e oa a-drugarez dʼan arcʼhant kaset gant ar rannvro eo bet saveteet al linenn Pempoull-Gwengamp. Bremañ emañ al linenn Kemper-Brest en arvar, abalamour da stad fall al ...
LireRedadeg. Gast! a redo ar cʼhilometr 69 e Sucé-sur-Erdre
Gast ! a redo ur cʼhilometr evit ar Redadeg ha ne vo ket forzh pehini ! An hini 69 zo bet dibabet gant ar stollad gwregelour evel e 2014. Met cheñchamant a vo ar bloaz-mañ : ar cʼhilometr-mañ a dremeno dre Sucé-sur-Erdre. Anavezet-tre eo ar farsadenn gant an anv-se e Bro Naoned met ...
Lire30 vloaz goude Tchernobil
Ouzhpenn ur million a dud marvet er bed goude Tchernobil (etre 1986 ha 2004 hervez akademiezh ar skiantoù e New York) ha kendercʼhel a ra an nukleel da cʼhoari an Ankou. Perak bezañ gortozet Fukushima evit lavaret e cʼhelle ur vro all bezañ taget gant ar gwallreuz nukleel ? Perak gortoz ...
LireSerlet : un arload nevez evit deskiñ brezhoneg war ho hezoug !
Un arload nevez c’hoazh, ur bazenn ouzhpenn evit ar brezhoneg e bedig bed ar c’hleweled. Ar wech-mañ ez eus bet savet un arload evit deskiñ brezhoneg war an hezougoù. Anvet eo Serlet, diwar anv ar raktres: Support European Regional Languages in Education and Tourism. Ur raktres europat an hini eo. ...
LireKemer perzh er Redadeg…
Bras eo al labour prientiñ evit reiñ lañs dʼar Redadeg. Triwecʼh miz a-raok pep abadenn e krog an emvodoù evit bodañ an dud a-youl vat. Pouezus-kenañ eo lakaat ar vrezhonegerien da gejañ an eil re ouzh ar re all. Tizhet eo ar pal-se a-drugarez dʼar Redadeg. E-pad ar mizioù kentañ ...
Lire