Accueil / Lec'h / Breizh (Pajenn 2)

Breizh

Un uzin saout e Kommanna ?

Ul labourer-douar en deus savet ur raktres evit kreskiñ niver e chatal eus 150 buoc’h da 400. Chom a rafe ar saout e-barzh savadurioù. Metanaet e vefe an hañvouez ha strewet ar restachoù war ar parkeier. Enklask foran ebet. Un diskleriadur hepken. Setu pezh a lavar al lezenn. Spontet eo ...

Lire

Foñs bae Douarnenez goloet gant ar bezhin glas

Distroet int ! A-raok ar vakañserien zoken, met n’eo ket deuet mat o distro : ar bezhin glas. Abaoe sizhunioù e weler anezho war traezhenn ar Ri e Douarnenez, unan eus traezhennoù brudetañ ar gêr. Un taol fall eo evit tud ar vro, gwelet o zraezhenn istorel goloet gant bezhin ...

Lire

Ha saveteet eo Gouel Filmoù Douarnenez ?

Unan eus koshañ festivalioù Breizh an hini eo, savet e 1978, hag unan eus ar re vrudetañ e Frañs ivez evit lakaat war-wel an holl vinorelezhioù. En arvar emañ, mankout a ra kalz arc’hant dezhañ evit bezañ sur e c’hallfe padout. Ur c’hrowdfunding a oa bet lañset d’ar 6 a ...

Lire

28 a viz Meurzh 1942 : oberiadenn Chariot

An HMS Campbeltown sanket e-barzh ar c’hae. D’ar 26 a viz Meurzh 1942, en Aberfal (Falmouth) e zizeorias ar c’h-Campbeltown, ul lestr distrujer kozh eus Breizh-Veur, hag a-gevret gantañ 16 bag vihan o kas soudarded “commando”, ur vag-kanolierezh hag ur vag-tarzher. Pal ar skouadrenn-se, anvet oberiadenn Chariot, a oa distrujañ ...

Lire

Kenavo Itron Le Pellec-Muller !

Skarzhet e vo rektorez akademiezh Roazhon, Armande Le Pellec-Muller, war a lenner er c’hazetennoù. Dimerc’her e teufe an diviz eus Kuzul ar Vaodierned. Ur rektor all a dapo he flas, deuet eus Su Bro C’hall. Keloù mat evit meur a hini ! Erruet fall spontus e oa ar rektorez nevez-se en ...

Lire

Lid-digeriñ an diskouezadeg Zoom Japan

Sterenn ha Jean, deiz al lid-digeriñ. E-pad an hañv e oa bet kaoz eus raktres Sterenn an Nedeleg ha Jean Corbel anvet “Zoom Japon Bretagne”. Anv hon doa graet dioutañ e-barzh niverenn miz Even 2018. Sterenn, studierez e master 2 war ar c’hêraozouriezh ha Jean, videour ha luc’hskeudenner, o doa ...

Lire

Kemmoù an hin hag o fouez en Breizh

Goude milionoù a vloavezhioù e oa deuet ur c’hempouez etre hon bed, (ar blanedenn gant an douar, an dour hag he boudoù), hag an heol stivell an nerzh. Diazezet dre vras eo bet hon bed e kreiz ar c’helc’h bras e-lec’h m’emañ ar blanedenn o treiñ, gant an aer en ...

Lire

Un displeger verboù, kezako ?

Un displeger verboù a zo e bed an urzhiataerezh ur meziantig hag a ziskouez d’an dud penaos e tispleger ar verboù. Kinniget e vez dindan stumm un daolenn holl stummoù displeget ur verb. Gwelet e vo penaos neket ken simpl ha se hag ouzhpenn da se perak e rankfe Yann ...

Lire