Accueil / Maxime TOUZE

Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Pennskridaozer al lodenn vrezhonek eus Pobl Vreizh eo Maxime Touzé, kelenner brezhoneg hag istor-douaroniezh eo ivez.

Savidigezh un unvaniezh kelt ?

Brexit, Brexit c’hoazh, Brexit adarre. Disoc’hoù anezhañ n’int ket degouezhet c’hoazh ma vrall diazezoù ar Rouantelezh-Unanet. E Bro-Skos ez eus bremañ muioc’h a dud a-du gant an dizalc’hiezh hervez ar sontadegoù, e Norzh-Iwerzhon hag er Republik e sav mouezhioù dilennidi oc’h embann o soñj adunvaniñ ar vro, hag e Kembre ...

Lire

Ar Rouantelezh-Unanet war-nes tarzhañ ?

Piv a vefe gouest da ziouganañ penaos e vo dazont ar Rouantelezh-Unanet ? Diaes eo lâret. Abaoe tri bloaz e chom el lagenn da-heul votadeg ar Brexit. N’eo ket bet biskoazh ken disrannet ar poblañsoù eno. Donedigezh Boris Johnson e penn ar gouarnamant a zo ur sin ouzhpenn e ya ...

Lire

Foñs bae Douarnenez goloet gant ar bezhin glas

Distroet int ! A-raok ar vakañserien zoken, met n’eo ket deuet mat o distro : ar bezhin glas. Abaoe sizhunioù e weler anezho war traezhenn ar Ri e Douarnenez, unan eus traezhennoù brudetañ ar gêr. Un taol fall eo evit tud ar vro, gwelet o zraezhenn istorel goloet gant bezhin ...

Lire

Ha saveteet eo Gouel Filmoù Douarnenez ?

Unan eus koshañ festivalioù Breizh an hini eo, savet e 1978, hag unan eus ar re vrudetañ e Frañs ivez evit lakaat war-wel an holl vinorelezhioù. En arvar emañ, mankout a ra kalz arc’hant dezhañ evit bezañ sur e c’hallfe padout. Ur c’hrowdfunding a oa bet lañset d’ar 6 a ...

Lire

Norvegia o tont war he giz diwar-benn an tireoul ?

Sed aze ur c’heloù n’eus ket bet klevet kalz dioutañ ar sizhun-mañ. Ha padal e c’hallfe degas ur cheñchamant bras e greanterezh an tireoul. Fellout a ra da c’houarnamant Norvegia en em dennañ tamm-ha-tamm eus greanterezh an tireoul, o postañ nebeutoc’h-nebeutañ a arc’hant e-barzh. Norvegia eo ar produer hidrokarbidennoù (tireoul, ...

Lire

Aquarius. Chalet eo gouarnamant Bro-C’hall

Deuet eo ar c’heloù hiziv : degemeret e vo ar vag Aquarius e-barzh ur porzh e Malta. War-vourzh ez eus 141 repuad, saveteet a-vaez da Libia digwener. Kaoz a oa abaoe un nebeud devezhioù a zegemer ar vag-mañ en ur porzh european, met dav eo lâret ne oa ket hir ...

Lire

An emsav kanak unanet evit ar referendom

En em vodet eo an holl strolladoù politikel ha sindikadoù kanak a-du gant an dizalc’hiezh evit kas da benn ar c’houlzad kabaliñ a zo kroget. D’ar 4 a viz Du e vo aozet ur referendom e Kaledonia-Nevez diwar-benn souvereniezh an enezenn. Sed aze ar goulenn a vo savet ouzh keodediz ...

Lire