Degemer/Accueil / Lec'h / Breizh / Metanerezh direol an tiez-feurm e Breizh [1/4]

Metanerezh direol an tiez-feurm e Breizh [1/4]

Sañset e vez pep tra dindan evezh, sañset. War baper, pa vez ur staliadur gant riskloù bras ken ken e vez strishoc’h ar reolennoù hag ensellet aliesoc’h kuit da gaout an disterañ gaouad war yec’hed an dud, hini al loened, war ar plant, ar struj. E gwirionez e vez disdalc’hioù a bep seurt gant ar staliadurioù metanaat breton. Ne vez ket ensellet al lec’hioù-se tamm ebet. Pep a c’hell ober ar pezh a gar hep kaout aon rak an disterañ kastiz, en desped d’ar riskloù bras.

  • Al lezennoù gall hag ar pezh a vez ezhomm ensellet n’eus ket trawalc’h anezho.
  • 85% ar metanerezioù ensellet en 2020 n’o doa ket staliet ar pep retañ a-benn digreskiñ ar riskloù da gaout gwallzarvoudoù pe saotradurioù.
  • Un drederenn ar staliadurioù metanaat a gresk dindan pemp bloaz goude ma vezont bet savet, ur wech graet e vez ret anzav eta.

Pemp gwech ‘z eus bet renablet saotradurioù, seizh gwech ‘z eus bet enselladennoù war al lec’h da nebeutañ, div wech lakaet redi ha div wech kondamnet. Gounit ‘ra poentoù ar metanaaderez staliet en 2012 e kêriadenn bleuñvek Arzhal, war aodoù ar Mor-Bihan. Ar staliadur metanaat-se, lies-saotrer en doa beret dijesta meur a wech e gwazh-dour Kerolae, ha lazhañ kement pesk e-barzh ar red-dour alese.

Un enselladenn gant renerezh departamant gwareziñ ar poblañsoù a stad en 2018 e vez lonket 43 tonennad bemdez gant ar metanaaderez pa n’eo aotreet da lonkañ mann nemet 28 tonennadad an deiz, ur cheñch lusk er-maez lezenn. Ur walloberenn all : ne vez ket sellet ouzh an dourioù skoet kuit en endro naturel. Unan all adarre : labourioù er c’hraou, un takad enderc’hel (zone de rétention) a vez graet evit an deizioù, ha se hep aotre ebet. Ar c’hementad lastez lonket gant ar metanaaderez a gresk c’hoazh : 76,3 tonennad dre zevezh. An desaver saout e penn ar staliadur a ra da gentañ diouzh e soñj evit ar pezh a sell eus diorroadur ekonomikel e embregerezh, al lezennoù a deuio war-lerc’h. Politikerezh efedus ober an taol en a-raok.

En 2020, ur wech echu kreskiñ e venaj en doa goulennet reoliekaat ar c’hresk. Un doare da ober a servij da « gempenn un ober er-maez lezenn », evit Dour ha Stêrioù Breizh. Ur reoliekadenn a dapo en 2021. Dav derc’hel kont hervez Brieuc Le Roch, den ar gwir evit an aozadur o harpañ an endro : « Labourer-douar oc’h, kit dezhi, ni, servijoù ar Stad a reolikaeo pep tra war o lerc’h. » Ha pa seller ouzh an afer a dostoc’h ez eo an hini e penn ar staliadur metanaat-se Bruno Calle. Prezidant bet FDSEA ar Mor-Bihan, lakaet da skouer war dachenn ar metanaat, roet e desti e stummadurioù d’ar reoù o defe c’hoant da broduiñ gaz ivez.

Saotradurioù, un darzhadenn hag ur voulenn tan…

220906 - Splann ! Enquête méthanisation cumul des accidents recensés dans les communes bretonnes depuis 2011 bzhg-min
Klikit war ar gartenn a-benn ma vefe brasoc’h

Er penn all eus Breizh, o deus, o deus soñj mat annezidi ‘zo Penn-ar-Bed pa n’o doa ket bet dour evadus ken e miz Eost 2020, e-pad tost d’ur sizhun. Ar staliadur metanaat greanterel e Kastellin (29) en doa skuilhet 400 m3 dijesta er stêr Aon, pehini a gas dour d’ar rouedadoù dour evadus. Seurt gwallzarvoud ‘zo erruet el Landes, c’hwec’h miz diwezhatoc’h. An taol-se eo 850 m3, div wech ouzhpenn, a oa bet skuilhet er redoù dour.

E Mezheven 2019, e Plouvorn Penn-ar-Bed, pa ne oa ket ar vetanaaderez o vont en-dro c’hoazh, e teuas ur voulenn tan a-us d’al lec’h goude un darzhadenn. Un daou-ugent pomper bennak a oa deuet da soursial, un den a oa bet gloazhet un nebeut, daou zen a oa chomet mantret, ur pomper a oa semplet hag aon bras a oa bet.

Danevell ar gwallzarvoud a resisae : « An doser teknikel surentez da sevel a-raok lakaat da vont en-dro ne oa ket bet treuzkaset d’ar velestradurezh. (…) Gwallzarvoud ‘zo bet pa ne oa ket bet soñjet er riskloù trawalc’h (…). Da heul ar gwallzarvoud e fell dezhañ lañsañ produerezh an unvez metanaat mann nemet gant an heul-koazherezh, hep gortoz adsevel ar c’hoazherezh », lodenn distrujet gant ar gwallzarvoud. Gounid a-raok ar surentez. Ar staliadur metanaat-se a zo an hini brasañ e bro Montroulez, 45 000 tonennad lastez bevezet bep bloaz. En e benn, 32 embregerezh, embregerezhioù labour-douar ha reoù n’int ket.

Hep enselladennoù, na kastizoù da betra doujañ ouzh al lezenn ha kas an doser teknikel ret ? Sede ar pezh a anzav ar Stad, dre skrid zoken, en ul lizher bet kaset d’ar Pennadurezhioù war an endro (Autorité environnementale)« Renerien ar chanter, dirak an diouer a enselladennoù hag an diouer a heuliañ o deus graet distroioù kuit da virout ar redi-mañ. »

Kalz a wallzarvoudoù ha munut ar rouedoù surentez

Ar metanaat a zo un deknologiezh nevez ha bresk koulskoude. Ar servij heuliañ ar riskloù greanterel e ministrerezh an Treuzkemm ekologel bet savet e miz Gwengolo warlene a ra ur sintezenn eus ar gwallzarvoudoù en hentad. Renabliñ a ra 130 gwallzarvoud etre 1996 ha 2020. Pa vez skuilhet danvezioù dañjerus pe saotrus, 77% eus ar gwechoù, e vez, « an darn aliesañ, tan-gwall da heul », eme Aurélie Baraër, skriverez an danevell. Abalamour d’« an diouer a vererezh riskloù e stummadur an oberourien ». Hervezi eo an ostilhoù fall a vez pennabeg d’ar gwallzarvoudoù. Stadet e oa bet se c’hoazh en 2018 : « Ar gwallzarvoudoù bet nevez ‘zo a ziskouezez eo un hentad oc’h en em frammañ, n’eo ket erru darv c’hoazh. Ar fazioù sevel a zo test d’an degouezh-se. »

Ar pezh ‘zo n’eo ket klok ar renabl-se, trawalc’h lenn ar c’hazetennoù evit en em rentañ kont eus se. Diwar pemp saotradur metanaaderez Arzhal, n’eus ken nemet unan dioute kontet e renabl ar ministrerezh. Kuzul Skiantel broadel ar metanaat, ar CSNM (Conseil scientifique national de la méthanisation), a vod skiantourien war evezh war an deknologiezh evel ma vez graet ganti evit an deizioù a dalc’h e gontoù. Ar c’huzul a gav 315 gwallzarvoud pa n’eus nemet 130 evit servijoù ar Stad.

N’hom ket prest ma vez gwallzarvoudoù

Dilerc’hioù an darvoudoù a vez war an endro dreist-holl pa vez saotret stêrioù. Stêrioù e lec’h ma vez tennet dour a-benn kaout dour evadus. Heuliadoù yec’hedel ivez pa vez leusket kleñvedoù da gantren dre an dijesta, produ ar metanaat, a vez skuilhet e-giz temz war an douaroù.

Kuit ma ne vefe kudennoù e vez reolennoù da sentiñ oute, met « dav sellet ouzh se e-giz ur skoazell a-benn sevel ar staliadur kentoc’h », a gav da Anne-Marie Pourcher, enklaskerez en Inrae hag arbennigourez war ar c’hlañvuzennoù, ha n’eo ket e-giz ur redi. « Kerkent ma vez kemplezh ha luziet orin an aozennoù disheñvel e vez yec’hedusaet, sede ar pezh a ziarbenn ar reolennadur.»

Ha gant se n’eus ket riskloù war ar yec’hed ken. Da skouer, lastez loened, an distaoladoù, an druzoni, ar bouzelloù a vez e-touez an aozennoù da broduiñ gaz. Met gallout a reont lakaat klañvuzennoù da bourmen ha degas kleñvedoù. A-benn tennañ ar riskl-se e lavar ar reolennadur e tle chom an distaoladoù e-tro 70 C° e-pad un eurvezh kuit da gaout klañvuzennoù.

Met n’eus redi ebet ma vez dindan 30 tonennad distaoladoù bemdez. Kement-se a dalvez evit tost an holl staliadurioù metanaat e Breizh. Ha gwell ha se rak ker ruz e koust ar prantad da 70C°, ken ker ma c’hellfe lakaat en arvar askorusted (ma vez gounezet arc’hant pe get) ur staliadur.

Staliadurioù metanaat a vez daougemented

An holl unvezioù metanaat a vez stag ouzh an SREE, ar Staliadurioù Rummet Evit an Endro. Tri live ‘z eus. Reol an « aotreoù », gant ar muiañ a redioù, reol ensellet ar muiañ ivez, a vez evit ar staliadurioù o devez ezhomm tremen 100 tonennad distaoladoù bemdez. Hini an enrolladennoù a vez evit ar staliadurioù etre 100 ha 30 tonennad bemdez. Ar reol diwezhañ, an hini skañvañ, reol an «disklêriadennoù», evit al lec’hioù dindan 30 tonennad bemdez.

E Breizh emañ tost an holl raktresoù dindan 30 tonennad bemdez. Gant se ne vez ket ezhomm da sevel un enklask foran na kaout kendivizoù, na tabutoù e salioù kêr leun-chouk gant annezidi ankeniet pe drouk enno abalamour d’ar raktres. Er reol a-us, hini an enrolladenn, e vez ret sevel un enklask foran.

E Kavan (35) e oa bet lakaet da vont en-dro ur vetanaaderez barrek da lonkañ 29,8 tonennad bemdez e miz Here 2021, just dindan bevenn reol an enrolladenn. A-boan kaset ar berrad gaz kentañ ma ‘oa bet goulennet gant al labourerien-douar-se tremen da 72 tonennad bemdez, ha setu erru neuze e reol an enrolladenn. Ar c’huzul ti-kêr n’hall ket ober kalz tra. Ar vetanaaderez a zo aze, an arc’hant da bostañ – 5 million a euroioù – dispignet a-benn neuze. Start lâret nann ha kondamniñ ur staliadur da vont en-dro dindan ar pezh m’eo dleet, gant ar c’holl arc’hant a gas an dra-se.

Start eo ivez c’hoari an inosant : pa eo bet savet ar staliadur, en defe gwelet lagad-lemm un den arbennig diouzhtu e o are vras an doenn evit 29,8 tonennad bemdez, ha se en defe lakaet douetañs kerkent.

Kelaouiñ ar strollegezhioù ’vo graet un dra bennak ur wech graet an taol a vez un doare da ober a gaver alies. An Dreal (Direction régionale de l’environnement, de l’aménagement et du logement / Renerezh-rannvro an endro, an terkañ hag al lojeiz pe RRETL) a renabl er bloavezh 2020 « 28 staliadur kenbroduiñ [war un hollad 87] o deus kresket o galloudegezh abaoe int bet lakaet da vont en-dro. Dre holl e vez daougementet o galloudegezhioù ». Memestra evit ar metanaat dre ensinklañ : « 9 staliadur mentanaat dre ensinklañ [diwar un hollad 27] o deus kresket deja [o barregezh uhelañ]. Ar c’hresk ensinklañ a erru buanoc’h a galz eget dre genbroduiñ ».

Un drederenn ar metanaaderezioù a gresk o barregezh ur wech kroget ganti. Un dibab a n’haller ket ober war ar prim pa vefe ret divontañ hag adstaliañ un doenn d’ar ment mat. Ar c’hreskoù se a vez dibabet moarvat adalek ma vez savet ar raktres.

Ma vez kement a raktresoù gant ar reol disklêriañ ez eo ivez rak : « an SREEoù (ICPE e galleg) dindan reol an disklêriañ n’en devezont ket enselladennoù reoliek ha ne vezont ensellet nemet ma vefe douget klemm pe lakaet  gwask gant ar boblañs », a zispleg Lez ar c’hontoù en he danevell e miz Du 2021. Enselladenn ebet neuze.

85% ar staliadurioù n’emaint ket evel ‘zo dleet

Abaoe tost da zek vloaz bremañ e vez laoskoc’h-laoskañ ar reolennadur evit ar staliadurioù a c’hallfe bezañ dañjerus evit an endro. Gant e « stroñs ar simpladurioù – choc de simplification e galleg » en doa François Hollande kroget da zispenn anezhañ en 2013. Abaoe ez eus bet lakaet e pleustr simpladurioù c’hoazh evel en 2018. Cheñch ar vevenn ha lakaat da dremen ar staliadurioù eus ur reol strishoc’h d’unan etre. Klaoustreañ e vo fiziañs ha gwiriekaet gant an dud o sevel ar raktresoù o-unan eo savet mat ar staliadurioù. Kas an enselladennoù dindan kazelge servijoù ar Stad ma ne vez ket kalz tud o labourat enne ken. Hep enseller, enselladenn ebet.

Lez ar c’hontoù a lak war wel n’eus ket enselladenn ebet, na gwiriekadennoù ganto o-unan, na heuliañ d’un doare sirius al lec’hioù metanaat. Ar servijoù ensellet n’o devez ket keloù pa vez ur staliadur metanaat nevez lakaet da vont en dro. Diaes neuze ensellet tra pe dra. Yalc’hadoù arc’hant publik a vez roet, hep goulenn an disterañ tra a-enep, na kontoù, na gouzout daoust ha savet mat eo bet an unvez. Ne vez ket ensellet ar staliadurioù tamm ebet. Da betra doujañ d’al lezenn ha ne vez ket lakaet e pleustr pa n’eus den ebet da zont da wiriekaat ?

Renerezhioù departamant gwareziñ ar boblañs, stag ouzh ar prefeded a stad an dra-se ivez. E fin ar bloavezh 2020 o doa kaset pevarzek enselladenn da benn, diwar ouzhpenn 150 staliadur e Breizh d’ar c’houlz. 85 % eus ar gwechoù ne oa ket bet savet an traoù evel ma oa bet sañset adalek penn-kentañ ar raktres. Pa na vefe nemet ar penntonioù da enderc’hel, ar sistemoù da gas an dour glav kuit, ar c’hlouedoù pe c’hoazh ar c’helaouiñ arvar d’an tan-gwall. Kement a bromesaoù d’ar staliañ ne vez ket dalc’het kont diouto a c’hell degas saotradurioù ha gwallzarvoudoù.

Dre fazi ar Stad e unan

An MRAe (Kefridiezh rannvroel ar galloud war an endro / Mission régionale de l’autorité environnementale) a ro alioù war ar pezh a vez ret ober kuit da gaout saotradurioù. Bet he deus  « nebeut-tre a respontoù d’he alioù, ha keuz he deus eus se », emezi hec’h-unan en he bilañs evit ar bloaz 2021. Evel m’en doa lavaret mat d’e goulz Nicolas Sarkozy, « erru vezer fae gant an endro ». Ul lavarenn a seblant gwir c’hoazh en 2022 pa ne baouez ket danevelloù ar Giec da c’hervel-diwall war mallusted an hin, ha p’eo sklaer diskar ar vevliesseurted.

Ne vez ket prederiet ar vetanaaderien. Servijoù ensellet ar Stad ken nebeut. Hag ar Stad, ivez ne vez ket prederiet gant lakaat e pleustr sturiadoù Europa. Unan anezho ac’h embann e tleer, a-raok kadarnaat ur staliadur metanaat, derc’hel kont « eus ar sammad dilerc’hioù gant raktresoù all a zo dioute pe zo bet asantet ». Rak seul vuioc’h e vez metanaaderezed, seul niverusoc’h ar riskloù. Bro-C’hall na dalc’h kont eus se mann nemet evit ar staliadurioù dreist da 100 tonennad bemdez, ar re a vez gant reol an aotre evit an SREE / ICPE. N’eus ken nemet dek unvez, diwar 186 oberiant e Breizh d’ar 1añ a viz Genver 2022.

Kornaoueg da Roazhon, e-tro Illfentig, e kaver 14 metanaaderez o vont en-dro, ha prestik eo 14 all a vo c’hoazh ouzhpenn. Un tregont bennak a vetanaaderezioù war un takad strategel evit kas dour evadus da 450 000 a annezidi meurgêr Roazhon, a dlefe bezañ ensellet mat. Met a-drugarez da doare da veizañ ar Stad, ne vez ket dalc’het kont eus sammad ar metanaaderezioù a vent etre. Ar ment-se a dremen e-bioù d’an enselladennoù ret a vez evit ar staliadurioù brasoc’h.

Endro Breizh a c’hellfe bezañ war goust diorren ar metanaat, meret betek 2023 gant Brastres rannvroel bevdolz (BRB) 2 savet en 2019. Ar bPennadurezh war an Endro a bouez war an ezhomm da sellet en-dro ouzh priziadur an dilerc’hioù war al lec’hioù Natura 2000, ar Rannvro hag ar Stad « a zo aet a-du gant ar soñj »… met graet e vo en « ur BRB all », diwezhatoc’h. Ha pa vez goulennet diganto abegiñ an niver a dreuzkemmoù kavet hep bezañ reizhet e vez sklaer evel lagad an naer respont Rannvro Breizh hag ar Stad : « en abeg d’an diouer a varregezh da ensellout ha da heuliañ evit sellet ouzh dilerc’hioù gwirion an treuzkemmoù ».

Dre vras e vez lakaet an hentadoù da ziorren, met evit ar pezh a sell ouzh an dilerc’hioù d’an endro e vo sellet a-dostoc’h diwezhatoc’h. Koulskoude e preven Pennadurezh an Endro, en un ali all : « Ar saotradurioù diwar an oberezhioù a-dreuz a c’hallfe cheñch penn d’ar vazh evit ar pezh a sell ouzh bilañs ar metanaat ».

gant Julie Lallouët-Geffroy ha Raphaël Baldos

> Splann!

Kazetennerien. Splann! a zo ur gevredigezh lezenn 1901 a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed. Laouen eo kelaouenn Pobl Vreizh da vezañ keveler gant Splann! evit embann hec'h enklaskoù e brezhoneg, hag a zo yezh ar vicher enni ivez. E Gwengamp, Bro-Dreger, emañ staliet ha bevañ a ra diwar donezonoù hepken: klikit amañ evit sikour anezhi! [Lennit o fennadoù]