Degemer/Accueil / Lec'h / Breizh / Metan: bec’h d’an atant. Un enklask nevez gant Splann!

Metan: bec’h d’an atant. Un enklask nevez gant Splann!

Muioc’h-muiañ a vetanerezioù ‘zo e Breizh. Erru ‘zo 186 e maezioù ar vro bremañ, ha kant ouzhpenn a vo a-benn ur bloaz. Treuzfurmet ‘vez gante an danvez organek e gaz, hag evit-se emaint e-kreiz strategiezh c’hall war kreskiñ ar produiñ energiezh padus. Ar pezh ‘zo, gwallzarvoudoù a c’hoarvez alies, ar pezh a ziskouez ‘zo riskloù evit an endro gant an deknologiezh-se. Ha ne vez ket gouiet pep tra da geñver an dalc’hoù yec’hedel.

Met harpet e vez ar metanaat gant an tiez-bank hag ar gouarnamant, ha setu da labourerien-douar ‘zo da sevel metanerezioù… En desped da reolennoù ’zo. Mont e-bioù d’al lezenn n’eo ket diaes dre ma zo un diouer braz a gontroloù. Met ur riskl ‘zo gant al labourerien-douar da vout gwasket gant embregerezhioù bras an energiezh, pere ‘zo ul lobby kreñvoc’h eget hini an agro-boued.

Kinnig a ra Pobl Vreizh deoc’h un teuliad-kazetenniñ skrivet gant hor c’heveler Splann!, da-geñver Saloñs etrevroadel ar sevel loened a zo e Roazhon d’an 13 betek ar 15 a viz Gwengolo. Splann! a zo ur gevredigezh lezenn 1901 a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù poellek e Breizh. Ho kelaouenn ‘zo bet dibabet gant he c’hazetennerien evit embann o fennadoù e brezhoneg. Lennit mat!

Metanerezioù e-leizh e Breizh

Bro Breizh eo al lec’h, e Frañs, lec’h ma vez produer ar muiañ a loened. Setu perak eo beuzet ar vro gant distaolajoù loened, ha fell da labourerien-douar ha da embregerezhioù bras an energiezh treuzfurmiñ en gaz ha goproù. Gant an desaverien e vez diorroet ar metanaat er vro, padal, e broioù all eo kentoc’h gant produerien edaj. Breizh, ha pa ne vez ket jedet aze ar pezh ‘zo el Liger-Atlantel zoken, zo an eil bro a fed niver a vetanerezioù (199 e penn-kentañ 2022), war-lerc’h ar Rannvro Grand-Est (274), ha dirak Rannvro Hauts-de-France (134) ha Normandi (120). Ur vetanerez diwar seizh e Frañs ‘zo e Breizh.

Ur bern ‘zo, met bihanoc’h int eget ar geidenn vroadel : a-fed volum emañ Breizh er 7vet plas. Betek-hen e veze metanaet kentoc’h en tiez-feurm. Met o cheñch emañ ar jeu, gant raktresoù brasoc’h, evel ma tisplegomp e lodenn ekonomikel an enklask.

Il-ha-Gwilen, e lec’h m’emañ an eil brasañ tropellad saout en Frañs, ‘zo deuet da vout ur vro leun a vetanerezioù, hag ar gêrbenn a c’hallfe bezañ Ilfentig (4 500 annezad). Kalzig a zo en Bro-Leon ha Bro bPentevr (nepell Lambaol). Kement ha ma c’hallfe ar gartenn-mañ bezañ keñveriet gant kartenn stankted ar saout-laez.

Klikit amañ evit lakaat ar gartenn da vrasaat en ur skramm all.

O kreskiñ emañ ar metanaat e Breizh, daoust d’ar goursez bet goulennet gant Dour ha Stêrioù Breizh ha daoust d’an digresk a skoazell arc’hant a vez roet gant Kuzul ar Rannvro. War ar gartenn e weler ar raktresoù o vout savet (tric’hornioù c’hlaz), hag a re o vout studiet (gwer). Kudennoù Geotexia (tric’hornioù orañjez) ha saotradur an Aon bet krouet gant Engie Bioz e Kastellin, e 2020, n’int ket bet trawalc’h da harzañ an holl oberourien.

Ar Stad C’hall a chom o skoazell ar c’hresk, gant ar c’hoant da lieskementiñ ar produiñ energiezh er vro. Met petra ‘vo ar brizh paeet gant an endro, ar yec’hed, ha produiñ boued hag al labourerien-douar ?

Diazezet eo ar gartenn war roadennoù publik, bet embannet gant AILE ha SINOE. Gallout a rafont bezañ tuet ha diglok. A-wechoù n’eo ket kempoell an div roadenn-se. Niver ha ment ar metanizerioù ‘zo is-jedet.

gant Julie Lallouët-Geffroy ha Raphaël Baldos

> Splann!

Kazetennerien. Splann! a zo ur gevredigezh lezenn 1901 a zo he fal dezhi kas da benn enklaskoù-kazetenniñ poellek evit an dud e Breizh hag ar bed. Laouen eo kelaouenn Pobl Vreizh da vezañ keveler gant Splann! evit embann hec'h enklaskoù e brezhoneg, hag a zo yezh ar vicher enni ivez. E Gwengamp, Bro-Dreger, emañ staliet ha bevañ a ra diwar donezonoù hepken: klikit amañ evit sikour anezhi! [Lennit o fennadoù]