Accueil / Lec'h / Breizh / Treuzkas kontadennoù hengounel e brezhoneg e 2021

Treuzkas kontadennoù hengounel e brezhoneg e 2021

Un emgav – ur “master-class” evel ma klever lâret bremañ – a vo aozet get Ti Douar Alre a-benn ar Sadorn 23 a viz Here, Sadorn kentañ vakañsoù an Hollsent, e Pleuwigner, e-pad 17vet tennad ar festival Douar Alre, gouel Bemdez / un Automne Autrement. Danvez ar preder a vo : Treuzkas e brezhoneg hor c’hontadennoù hengounel e 2021.

N’eo ket bemdez e weler kement-se lakaet da zanvez eskemm ha labour, ret eo el lâret. Koulskoude eh eus er c’hontadennoù hag en istorioù dastumet dre Vreizh-Izel ur mell pinvidigezh, ur gwir teñzor a-fet yezh ha sevenadur. Penaos lezel kement-se da gousket moullet pe enrollet ? Ret eo ma vint treuzkaset – dre gomz hag e brezhoneg – d’ar vrezhonegerion a-vremañ, d’ar vugale ha d’an nevez vrezhonegerion daet. Ar soñj-se eo en deus broudet ur bare tri den – Daniel Carré, Fanny Chauffin ha Maryonne Berthou –, d’en em glevet evit kinnig ha kas pep unan e atalier.

Un devezh labour e vo ha nepas un devezh trankilik é selaou predegennoù ; eskemmet e vo ! Gouiziegezh ha teknik, diskouez hag ober, labourat àr an doareoù da lakaat ar selaouerion – hag ar vugale da gentañ – da dañva goust gwirion an istor. E fin an endervezh e vo aozet un abadennig kontiñ digor d’an holl.

Digor eo da bep seurt tud – brezhonegerion·ezed dre ret : Marvailherion·rezed tamm pe damm “war ar vicher” dija pe tud hag a garahe en em lakaat met n’o deus ket kredet c’hoazh : n’en em santent ket barrek a-walc’h ; kerent pe tud kozh hag a lâr istorioù d’o bugale ; kelennerion ha kelennourezed ; kaserion hag animaterion oaledoù…

Diwallomp ! Enskrivadur dre ret en a-raok, 20 € an devezh.

Evit gouiet hiroc’h :

https://bzh.tidouaralre.com/master-klas-treuzkas-kontadennou-hengounel-e-brezhoneg-e-2021-here-2021/a448.html

> La Rédaction

La Rédaction