Accueil / Lec'h / Etrebroadel / Ouzhpenn 100 000 den e Dinedin evit an dieubidigezh

Ouzhpenn 100 000 den e Dinedin evit an dieubidigezh

Graet en deus All Under One Banner (AUOB, strollad skosat gouestlet d’an dieubidigezh) berzh adarre dec’h, e Dinedin. Dont a reas ouzhpenn 100 000 den (200 000 hervez AUOB) da vale e straedoù kêr-benn Bro-Skos disadorn 5 a viz Here da souten dizalc’hidigezh ar vro diouzh ar Rouantelezh-Unanet.

Abaoe mard eo deuet Boris Johnson da vezañ Ministr Kentañ ar RU eo kresket c’hoazh an niver a dud o deus c’hoant gwelout Bro-Skos o kuitaat an unvaniezh. Un nebeud sizhunioù zo eo bet diskouezet gant un niveradeg e oa muioc’h a zizalc’hourien eget unanourien. Ouzhpenn ez a galloud ar SNP, strollad broadel Bro-Skos, war-greñvaat a zeiz da zeiz. Sed ar c’henarroud mard aoz AUOB o c’herzhadennoù abaoe un nebeud bloavezhioù, ha berzh a reont bewech gant miliadoù a dud o tont. Ha n’int ket tout Skosiz, rak kreñv eo an harp evit dieubidigezh ar vro e-touez an envroidi, ha sur a-walc’h e oa gwelet bannieloù a bep seurt hiziv (ur Gwenn-ha-Du en o zouez, evel-just).

Ha ma ne oa ket e-mesk ar vanifesterien Nicola Sturgeon, twittet he doa edo ganto “dre’r spered”, a-raok klozañ en ur lavarout “N’eus na mar na marteze – emañ an dieubidigezh o tont.” Evel bep tro e oa klevet kanoù gouezelek e-touez ar binioù, gant un nebeud tud deuet eus a rouedadoù keltiek Dinedin, pe deuet a-ratozh eus an Uheldirioù zokennoc’h. Aozet e oa ur vanifestadeg evit ar RU d’ar memes mare, met ne oa ket aes gwelout an tregont unanour bennak e-mesk dekmiliadoù a vroadelourien.

Un dra a zo sur : gwelet e vo diorroadurioù en afer-se er mizioù o tont. Ha kreñv eo ar stourm a lak harperien ar Rangers ha re ar Celtic da vale dorn-ha-dorn.

Foto harperien Celtic ha Rangers dorn-ha-dorn : Free Scotland

Ar fotoioù all : Alena Polanská

> Fañch Bihan-Gallic

Avatar
Ober a ra Fañch Bihan-Gallic un doktorelezh war ar studioù keltiek e Dinedin, Bro-Skos.