Accueil / Lec'h / Breizh / 42vet Gouel Filmoù Douarnenez

42vet Gouel Filmoù Douarnenez

Warlene e oa bet un toull e-barzh ar c’hef. A-drugarez d’ar 600 den bennak o deus digoret o yalc’h, eo bet adlañset ar festival da vat.

Aljerianezed. Aljerianed. Setu tem ar festival ar bloaz-mañ. Un tem bet choazet mat pa weler ar manifestadegoù bras aozet bep Meurzh gant ar studierien ha bep Gwener gant ar boblañs abaoe an 22 a viz C’hwevrer.

A bep seurt filmoù hon eus bet tro da welet e Douarnenez, filmoù oc’h ober bruderezh evit an FLN evel La bataille d’Alger (1966), filmoù faltazi, filmoù diwar-benn ar pezh a c’hoarvez bremañ en Aljeria evel Fragments de rêves (2017). Evel bep bloaz eo bet kinniget filmoù breizhat, 33 ar bloaz-mañ.

An LGBTQI hag ar vouzared a zo bet roet dezho ur plas evit kelaouiñ diwar-benn o stourmoù. Sonerezh aljerian en deus graet berzh gant Nedjim Bouizzoul, Assmaha, Diaz pe Sofiane Saïdi.

Bez e veze bemdez un diviz da 10e hag unan all da 6e noz. Lakaet eo bet ar gaoz war an emsav aljerian (Hirak), Bouteflika, an demokratelezh, plas ar merc’hed e-barzh ur gevredigezh vuzulmat, ar sevenadur berber, ar yezhoù a vez komzet er vro.

Silmiya, Silmiya

Setu ar pezh a vez kriet gant ar vanifesterien bep Gwener evit lavaret d’ar galloud ez eo habask an emsav.

A-raok an Hirak e oa bet dija an “nevez-amzer berberek” e 1980 (120 den bet lazhet), an taolioù-dispac’h 1986 ha 1988 (500 den bet lazhet).

Gant ar merc’hed e vez savet bewech ur “c’harrez benelour”, un digarez da vanifestiñ asambles evit difenn gwirioù ar merc’hed. Da skouer eo bet klevet e-pad un diviz : “Ar merc’hed a zo flastret gant ar Stad hag ar baotred er gêr”. Evit ar baotred eo ar merc’hed “evel un tamm kig o fiñval e-barzh ar straed”. Goulenn a ra ar merc’hed ma vefe dilezet Kod ar familh savet e 1984 hag a ro tout ar gwirioù d’an tad ha d’ar gwaz. Ha skrivet eo ar c’hod en arabeg lennegel, gant gerioù digomprenus evit tud a implij ur yezh all, an arabeg aljerian.

Diazezet eo bet ar romant broadel hag ar Stad war an Islam hag an arabeg, ar pezh a lak a gostez ar Verbered (Amazigh), daoust m’eo deuet ar berbereg (Tamazight) da vezañ ur yezh ofisiel abaoe 2016. Daoust m’eo difennet groñs e weler ar banniel amazigh er manifestadegoù.

Ur berzh bras zo bet gant ar festival. Leun ar salioù du, leun plasenn ar festival, ha hir ar steudadoù evit mont e-barzh ar salioù, ret e oa gortoz betek un eurvezh hanter ! 22 500 tiked zo bet gwerzhet, biskoazh kement-all ! N’ouzer ket c’hoazh peseurt bro a vo pedet ar bloaz a zeu, met ar pezh a zo sur eo e vo eus ar festival c’hoazh a-benn bloaz.

> Bernard Le Bars

Bernard Le Bars