Accueil / Lec'h / Breizh / Ha saveteet eo Gouel Filmoù Douarnenez ?

Ha saveteet eo Gouel Filmoù Douarnenez ?

Unan eus koshañ festivalioù Breizh an hini eo, savet e 1978, hag unan eus ar re vrudetañ e Frañs ivez evit lakaat war-wel an holl vinorelezhioù. En arvar emañ, mankout a ra kalz arc’hant dezhañ evit bezañ sur e c’hallfe padout. Ur c’hrowdfunding a oa bet lañset d’ar 6 a viz Mae. Ha tizhet eo ar pal dija.

Start eo ar jeu evit ar festivalioù hag ar gouelioù dre vras. Evit Gouel ar Filmoù e vanke 64 840 € e fin an embregvezh diwezhañ. Darbet e oa d’ar festival mont da get e miz Du tremenet zoken. Re a verzh e ra ar festival en ur mod rak muioc’h-mui a dud a zeu bep bloaz hag abalamour da se e ranker kaout muioc’h a dud a youl-vat ha tud gopret evit ober war-dro an dud hag an abadennoù. Luzietoc’h eo an aozadur. Petra en doa lakaet ar festival en arvar ouzhpenn da se ? Meur a abeg a zo. N’eus ket mui eus ar c’hevratoù skoazellet, hag evel e-barzh kalz a gevredigezhioù all int bet breskaet. Un abeg diavaez all a zo, unan eus daou sinema Douarnenez en deus klozet e zorioù, ar pezh a vir ouzh ar festival da gaout 9 000 plas e-pad ar sizhun hag ar pezh a dalvez e ranko ar festival sevel salioù all, ha koustus eo. Kresket eo ivez ar mizoù surentez evel e pep lec’h.

Christian Ryo, ar rener nevez, a labour abaoe mizioù evit kavout an diskoulmoù a lakaio ar festival da badout. Nebeutoc’h a brezegennoù hag a sonadegoù a vo ar bloaz-mañ. Ha choazet en deus gant kuzul-merañ ar gouel aozañ ur c’hrowdfunding neuze evit sikour. Lakaet e oa da bal tizhout 20 000 €. D’ar Merc’her 22 a viz Mae e oa aet en tu all d’ar sammad goulennet. Ur pezh mell disamm evit an aozerien. Ur gwir luskad kengred zo bet, e Douarnenez met eus lec’h all ivez. Chom a raio enlinenn an arc’hantaouiñ betek ar 7 a viz Gouere. Tout ar pezh a vo dastumet ouzhpenn a servijo da greñvaat ar gouel evit ar bloavezhioù da heul.

Etre ar 17 hag ar 24 a viz Eost e c’hallo izili Gouel ar Filmoù lidañ an 42vet gouel didrabas neuze. Tem ar bloaz-mañ : Aljeria.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Pennskridaozer al lodenn vrezhonek eus Pobl Vreizh eo Maxime Touzé, kelenner brezhoneg hag istor-douaroniezh eo ivez.