Accueil / Lec'h / Breizh / 28 a viz Meurzh 1942 : oberiadenn Chariot

28 a viz Meurzh 1942 : oberiadenn Chariot

An HMS Campbeltown sanket e-barzh ar c’hae.

D’ar 26 a viz Meurzh 1942, en Aberfal (Falmouth) e zizeorias ar c’h-Campbeltown, ul lestr distrujer kozh eus Breizh-Veur, hag a-gevret gantañ 16 bag vihan o kas soudarded “commando”, ur vag-kanolierezh hag ur vag-tarzher. Pal ar skouadrenn-se, anvet oberiadenn Chariot, a oa distrujañ al lenn-borzh Joubert e Sant-Nazer evit mirout ouzh an Alamaned da zegemer eno an Tirpitz, brasañ lestr-hobregonet e-touesk listri-brezel an Nazied. Bez’ e oa Breizh-Veur en arvar rak ret-mat e oa d’ar vro bezañ pourvezet dre ar mor. Gant listri-spluj an Alamaned e veze distrujet un tamm mat a vagoù Breizh-Veur ken ma oa ar vro war-nes koll ar brezel. Dont a reas paotred Breizh-Veur a-benn eus o zaol d’an 28 a viz Meurzh hag e chomas an Tirpitz betek fin ar brezel en un aber eus Norvegia ’lec’h ma voe distrujet en diwezh gant arme Breizh-Veur. Ker e koustas taol-kaer Sant-Nazer da Vreizh-Veur koulskoude : 104 martolod ha 66 commando a voe lazhet, 215 prizoniet, 14 bag vihan a voe distrujet hep kontañ al lestr-distrujer kozh hag a oa bet kaset da dourtañ ouzh ar skluz hag a darzhas an devezh war-lerc’h o tistrujañ al lenn-borzh Joubert. Met berzh an oberiadenn a oa efedus dindan ur stumm all ivez : reiñ a reas kalon da dud ar vro en ur ziskouez splann dezho e oa posupl trec’hiñ an trede Reich. Pa voe sebeliet e miz Ebrel e Roazhon Tom Mac Cormack ur c’hommando hag a varvas gant e c’houlioù, e teuas 5 000 den da lakaat bleunioù war e vez, ur vanifestadeg a-benn ar fin a-enep an alouberien. Krog e oa ar goanag da vleuniañ adarre e Breizh.

Abaoe 2012 e vez aozet d’an 28 a viz Meurzh bep bloaz bremañ, ul lid-koun etrekeltiek gant an emsaverien a-raok an hini ofisiel graet gant an ti-kêr. Ur boked balan a vez taolet er mor gant ur bugel evit enoriñ ar soudarded kalonek a varvas e 1942. Kelc’h Keltiek Sant-Nazer a gemer perzh koulz hag ar strollad Breizh Sant-Nazer Liberty Group hag a ziskouez dilhad ar soudarded skosat e-pad ar stourm. Hag evel warlene e vo kanet “Chariot of Fire 1942”, ur son bet savet e saozneg gant Per-Vari Kerloc’h. Hevlene ivez e kemero perzh d’an abadenn Kreizenn Enklaskoù Istorel Bro Leon. Degemer mat atav d’ar re a garfe dont di ivez !

> Per Vari Kerloc’h

Avatar
Per Vari Kerloc’h a zo chom e Ploeneg. Bet eo bet e-touez saverien ar Brittany National Pipe Band, ar strollad kentañ dindan tartan Breizh. Diazezet en deus gant Glaoda Maze eus Gwitalmeze ar Breizh Sant Nazer Liberty Group, ur strollad adkrouidigezh istorel, evit enoriñ soudarded pobloù Breizh Veur hag izili ar Rezistañs e Breizh. Seniñ a ra bremañ gant Bagad Ar Re Gozh e Kemper.