Accueil / Lec'h / Etrebroadel / Digevrinañ an NA : en em brientiñ da zegemer “warc’hoazh” ?

Digevrinañ an NA : en em brientiñ da zegemer “warc’hoazh” ?

Pajenn degemer al lec’hienn e-lec’h ma vez kavet ar stummadur.

Pa glever kaoz eus ag an “naouegezh alvezel” e brezhoneg… ma, ne glever ket kaoz anezhi re alies, rak ken nevez eo ar ger hag ar meizad. “Naouegezh artifisiel” (NA) eo ar ger bet dibabet gant OPAB da envel ar pezh a reer intelligence artificielle (IA) anezhi e galleg, hag artificial intelligence (AI) e saozneg. Ordinaloc’h-ordinalañ e teu da vezañ en hor buhezioù pemdeziek, e-barzh hor poellgomzerioù (smartphones), hon urzhiataerioù hag hor c’hirri, met ivez en uzinoù, stalioù ha kalz lec’hioù all hep gouzout deomp. Ha koulskoude, n’eus ket kalz ac’hanomp desket war an NA, a vez gwelet evel un dra a skiant-faltazi alies, e-giz ma weler e 2001, Imram an Egor (1968), Blade Runner (1982) pe I, Robot (2004).

Bez eo en ur gompren pegen a-bouez e teuio da vezañ an NA a zivizas gouarnamant Finland hag enklaskerien Kreizenn Finlandel an Naouegezh Artifisiel (FCAI) e Skol-Veur Helsinki sevel ur stummadur enlinenn gouestlet da gelenn diazoù an teknologiezh nevez-se da bep hini a vefe dedennet. Bez eo ar pal lakaat o bro da vezañ an hini gwellañ aozet evit un dazont a lako roboioù ha naouegezhioù artifisiel da vezañ tro-dro deomp muioc’h c’hoazh. C’hoant o deus digrevrinañ an NA ha lakaat an dud da gompren n’eo nemet un doare all da ziskoulmañ kudennoù mab-den, ha n’eo ket ur c’hevrin.

Digoret e voe ar stummadur e miz Mae 2018. Digoust penn-da-benn eo, kelennet dre finneg pe saozneg ha kavus war ul lec’hienn-genrouedad anvet Elements of AI (“Elfennoù NA”). Un tregont eurvezh bennak a gentelioù a gaver enni, ha gellout a ra studierien Finland hen heuliañ da gaout ECTS, da lavarout eo poentoù ouzhpenn da glotañ o diplomoù war n’eus forzh peseurt tachenn. N’eo ket ur stummadur evit an arbennigourien met evit an holl, ha n’eus rakrekiz ebet da enrollañ enni.

Fellout a rae da c’houarnamant Finland ha Skol-Veur Helsinki kaout 50 000 den (1 % eus a boblañs ar vro) enskrivet. Edo 24 000 enrolladenn goude ur sizhunvezh, ha 80 000 e dibenn miz Eost.

Broioù all a grog tamm-ha-tamm e labour stummañ ar boblañs da gompren an NA. N’eo ket hep arc’hant e vo graet e Bro-Frañs avat, met gwelet eo bet raktresoù lec’hel, evel kentelioù roboteg e Skolaj Sant Jozef a Witalmeze. N’eus forzh penaos, ret e vo deomp deskiñ gerioù nevez m’hor beus c’hoant lakaat Wall-E ha Terminator da gaozeal brezhoneg !

Kavout a reer ar stummadur aze (finneg, saozneg) : https://www.elementsofai.com/

Ha lec’hienn an FCAI aze : https://fcai.fi/

> Fañch Bihan-Gallic