Accueil / Lec'h / Etrebroadel / Misneachd. O raktres radikal evit ar gouezeleg

Misneachd. O raktres radikal evit ar gouezeleg

Hervez Akt ar Gouezeleg (Gaelic Scotland Act, 2005) eo ret da c’houarnamant Bro-Skos kas da benn ur “steuñv yezhel” bep pemp bloaz da skoazell diorren ar gouezeleg. Embannet eo bet an trede steuñv en Ebrel 2018 ha n’eo ket degemeret evel ma soñje Bòrd na Gàidhlig (Ofis ar Gouezeleg).

O heuliañ embannadur ar steuñv broadel en deus savet ar strollad stourmerien Misneachd ur c’houlzad nevez. Hervezo n’ez a ket pell a-walc’h raktres ar c’houarnamant ha mankout a ra palioù rezis. “Lakaat muioc’h a dud deuet da zeskiñ ar yezh” ? Mat eo, met pet a dud, hag a-benn peur ? “Harpañ implij ar yezh gant ar skolidi” ? Ya da, met penaos ? E-lec’h klemm diwar gwander ar steuñv broadel en deus skrivet Misneachd ur steuñv nevez, ar Plana Radaigeach airson na Gàidhlig (“Steuñv Radikal evit ar Gouezeleg”). E-barzh e kaver palioù ha mennozhioù az a pelloc’h eget ar pezh kinniget gant gouarnamant Skos : lakaat pep skol en Inizi Gall da vezañ dre ar yezh evel ma oa graet gant kontelezh Gwynedd e Kembre, da lavarout eo dilemel ar skolioù saoznek ; lakaat kresk war ar budjed evit diorren energiezh hag ekonomikel ar c’hevredigezhioù diwar-ar-maez, ha reiñ muioc’h a c’halloud dezho ; lakaat harz war ar prenañ eil-tiez en Uheldirioù da sikour ar re yaouank o deus c’hoant distreiñ da labourat eno ; reiñ galloud da vBòrd na Gàidhlig da gastizañ an ensavadurioù na heuilhfe ket o steuñvoù yezh ; ha kalz muioc’h. E-kreiz raktres Misneachd e kaver treuzkas ar yezh er familh hag er c’hevredigezhioù hengounel en Uheldirioù. En ur sellout ouzh an enklask graet diwar-benn gwanaat ar yezhoù minorel e lavaront ne c’hell ket ar gouezeleg bezañ saveteet gant rouedadoù deskidi er c’hêrioù bras : mard eo da vezañ miret e vo en he bro c’henidik ha treuzkaset a rummad da rummad. O vont pelloc’h c’hoazh e lavar Misneachd n’eus spi ebet war hir dermen ma n’eo ket cheñchet ar sistem sokio-ekonomikel e Skos diouzh ar sistem kapitalour.

Embannet en doa ar strollad o raktres er Mòd (fest vroadel ar gouezeleg) e Dùn Omhain e miz Here. Degemeret e oa a greiz galon gant Bòrd na Gàidhlig a lavaras e oa mat gwelout ur respont sirius ha mennet a-vesk an dud. Meulet eo bet steuñv Misneachd gant MG Alba (e-karg ar mediaoù) ha strolladoù kevredigezhel en Uheldirioù. N’eo nemet an deroù evit stourmerien ar yezh ha spi o deus cheñch doare soñjal ar C’houezeled a-raok ma varvfe o yezh, o sevenadur hag o fobl.

Kavout a reer steuñv Misneachd (e gouezeleg ha saozneg) enlinenn, war misneachd.scot.

Pajenn-c’holo steuñv Misneachd.

> Fañch Bihan-Gallic