Accueil / Lec'h / Breizh / Redadeg 2020. Aet eo ar maout gant Karaez ha Gwengamp

Redadeg 2020. Aet eo ar maout gant Karaez ha Gwengamp

A-boan echuet bilañs ar Redadeg 2018 (tizhet ar pal a c’hallomp menegiñ) gant an aozerien m’o deus dija troet o selloù war-zu 2020 hag ar Redadeg a zeu. Disadorn dremenet e oa bet aozet emvod-meur ar gevredigezh, evit cheñch ar c’huzul-merañ, ar burev met ivez evit votiñ ar c’hêrioù loc’hañ ha degouezh ar Redadeg a zeu.

Eus Karaez d’ar Gwener 15 a viz Mae 2020 e loc’ho ar Redadeg. Goude bezañ degemeret an degouezh e 2008, da vare ar Redadeg kentañ, e vo eus kêr an Erer Kozh e krogo an abadenn veur evit ar brezhoneg. Un doare aes da lakaat liseidi Diwan e-barzh ar jeu ha da aozañ arvestoù a bep seurt, ken boas eo tud Karaez da seurt traoù. An niver a gilometroù n’eo ket bet termenet c’hoazh. Met goude bezañ graet tro Breizh gant ar vazh-test e vo e Gwengamp an degouezh d’ar Sadorn 23 a viz Mae. Ar wech kentañ e tegouezho ar Redadeg e Bro-Dreger, pa n’he deus ket gwelet na loc’hañ na degouezh c’hoazh. Kreizenn sevenadurel vrezhon Gwengamp he deus labouret a-zevri evit kinnig un doser a-feson. Kalzik kevredigezhioù a vo e-barzh ar jeu. Mall zo war galz a dud gwelet an dra-se.

Kevredigezh ar Redadeg he doa divizet choaz ar c’hêrioù loc’hañ ha degouezh abretoc’h eget ar bloavezhioù paseet. Ingal e veze disklêriet e miz Genver ar bloaz etre div Redadeg an disoc’hoù. Oc’h ober kement-mañ e soñj da dud ar Redadeg e vo gounezet amzer dreist-holl evit sevel an hentad ha gouestlet muioc’h a amzer war-lerc’h evit traoù all hag o feurlipat c’hoazh. Tri miz ouzhpenn n’eo ket fall.

Ur cheñchamant a zo e-barzh burev ar gevredigezh, pevar frezidant a zo bremañ : Leïla Simon a chom prezidantez goude ur respet, Mael Thépaut a zeu en-dro goude ar Redadegoù 2014 ha 2016, Katell Chantreau ha Fulup Kere a vo evit ar wech kentañ. Pep hini en do ur garg resis ha disheñvel evit aesaat al labour. Kalon vat dezho. Ha bec’h d’ar Redadeg !

> La Rédaction

La Rédaction