Accueil / Lec'h / Etrebroadel / Kerzhout evit dieubidigezh Bro-Skos

Kerzhout evit dieubidigezh Bro-Skos

“Gàidheil airson neo-eisimileachd” – “Gouezeled evit an dieubidigezh” ; “Bu chòir” – “Reizh eo”

Goude bezañ kerzhet e Glasc’ho (60 000 den), Dùn Phrìs (10 000) hag Inbhir Nis (etre 10 000 ha 14 000), aozañ a reas ar strollad All Under One Banner (AUOB, “an holl dindan ur banniel”) ur gerzhadeg veur e Dinedin d’ar Sadorn 6 a viz Here, kêrbenn Bro-Skos, da reiñ skoaz da zieubidigezh ar vro. Ha ne c’hwitjont ket ! Ha ma lavar ar BBC e teuas tro-dro da 20 000 kerzher, asur a ra AUOB e teuas tro-dro da 100 000 ! Diaes eo gouzout pegement a dud edo eno, met sur eo e oa kalz muioc’h eget 20 000, ha n’eus mar ebet edo ouzhpenn da 50 000. War a seblant e oa ar gerzhadeg-se an hini vrasañ e istor an emsav dizalc’hour skosat.

Bale a reas an dud eus a droad kastell Dinedin betek tachenn Holyrood, e-kichen kastell ar Rouanez ha Breujoù Bro-Skos. Memes ma teraouas an dud e penn an ambrougadeg da gerzhout da 1e, ne fiñvas ket an dud en dibenn a-raok 1e45, ken paket ma oa straedoù ar gêr. Bannieloù Skos a-leizh a weled, evel-just, met souezhet e vije bet unan bennak o welout kement a vannieloù katalan ivez. Abaoe referendom Katalonia bloaz ’zo, deuet eo bet da vezañ un arouez e-touez dizalc’hourien Bro-Skos, hag anat e oa disadorn e Dinedin. E-kichen ar bannieloù-se edo eus a bep seurt, en-o-zouez bannieloù saoz (Kroaz Sant-Jorj) hag ur Gwenn-ha-Du bennak zokennoc’h. Un ugent den bennak o doa aozet ur vanifestadeg a-enep d’ar gerzhadeg hag evit an unvaniezh gant ar Rouantelezh-Unanet.

Un tammig reuz a savas ar sizhun tremenet rak ne oa ket aotreet AUOB da gerzhout war dachenn Holyrood, a zo perc’hennet gant Àrainneachd Eachdraidheil Alba / Historic Environment Scotland (ÀEA, e karg glad istorel ar vro). “Nac’het o deus [ÀEA] hon emginnig evit abegoù politikel,” eme Gary J. Kelly, rener AUOB, d’ar BBC. “Ma sellit ouzh pep kastell e Bro-Skos, gwelout a reot banniel ar Rouantelezh-Unanet warno – se zo ur mesaj politikel hep mar.” En desped d’an nac’hadenn, mont a reas an ambrougadeg betek tachenn Holyrood, lec’h ma oa bet savet ul leurenn e prezeged hag e soned warni.

Gourdrouz a ra Nicola Sturgeon, Ministrez Kentañ Bro-Skos, aozañ un eil referendom evit dieubidigezh ar vro ma n’eo ket meret mat Brexit gant Londrez. Tud zo e-touez ar SNP (Strollad Broadel Bro-Skos) n’o deus ket kement a habaskted, hag a fell dezho e vefe embannet deiziad an eil referendom diouzhtu. N’eus forzh an troioù politikel avat, sklaer e oa disadorn e vez kreñv c’hoazh an emsav dizalc’hour e-mesk ar bobl.

Ar vanifesterien o tremen dirak kastell Dinedin.

> Fañch Bihan-Gallic