Accueil / Lec'h / Breizh / Politikerezhioù yezh Breizh ha Kembre keñveriet en Oriant

Politikerezhioù yezh Breizh ha Kembre keñveriet en Oriant

Carwyn Jones, Ministr Kentañ Kembre.

En Oriant e oa bet dalc’het un eskemm etre Carwyn Jones, pennministr Kembre, ha dileuridi eus Breizh, d’al Lun 6 a viz Eost. Komzet e oa bet eus ar Brexit evel-just, ankeniet ma’z eo Carwyn Jones gant tasmant un “hard Brexit” a lakfe armerzh Kembre da gouezhañ en he foull. Tro zo bet ivez da lakaat ar gaoz war ar politikerezhioù yezh, o vezañ ma oa kalzik a zifennerien eus ar brezhoneg war al leurenn (Paul Molac, Lena Louarn…) hag er sal.

Gant Nil Caouissin, mouezh-aotreet Unvaniezh demokratel Breizh, e oa bet graet ar goulenn kentañ : “Ur goulenn am eus evit Carwyn Jones hag unan all evit Loïg Chesnais-Girard, met dre ma n’emañ ket ganeomp e vo graet ouzh Paul Molac a zo deuet e anv rannvro Breizh. Liammet eo an daou c’houlenn an eil ouzh egile. Carwyn Jones, lakaet eo bet da bal gant ho kouarnamant tizhout an niver a 1 milion a gembraegerien e 2050, da lavaret eo div wech muioc’h eget e 2018. Penaos emaoc’h e soñj ober evit mont war-zu un disoc’h ken brav ? Paul Molac, hervez ar pezh a ouzomp diwar-benn oad ha niver ar vrezhonegerien ne vefe ket ouzhpenn 50 000 anezho e 2050, ma ne cheñchomp netra. D’ho soñj, perak ne c’hall ket Breizh ober kenkoulz ha Kembre ?”

Pep hini en doa respontet. Hervez Carwyn Jones eo bet gounezet endeo ar stourm evit ar genofisielded kembraeg-saozneg, kenkoulz hag ar stourm evit hollekaat kelenn ar c’hembraeg. Met ar re a zesk kembraeg er skol n’o devez ket atav tro da gomz kembraeg en o oad gour, e reter ar vro dreist-holl. Al labour diaesañ a chom da gas da benn eo hennezh : normalizañ implij ar yezh e-maez ar skolioù hag an ensavadurioù, war ar rouedadoù sokial da skouer.

Degaset en doa Paul Molac da soñj ar selaouerien e oa pell saviad Breizh diouzh hini Kembre. Chom a ra ur mell labour da gas evit ledanaat ar c’helenn divyezhek, a zlefe, hervezañ, bezañ hollekaet ivez. Paul Molac koulz ha Lena Louarn o deus kavet abeg en diouer a strivoù a-berzh ar Stad evit tuta kelennerien brezhoneg ha muioc’h c’hoazh evit stummañ kelennerien war ar brezhoneg.

Goulennoù all a oa bet war-lerc’h, diwar-benn ar yezh (kudennoù ar c’helenn brezhoneg e Liger-Atlantel da skouer) pe diwar-benn an treuzdougen, an diouer a linennoù dre aer etre Breizh ha Kembre, an eskemmoù sevenadurel etre Kerdiz ha Naoned…

Goude bezañ kinniget politikerezh yezh rannvro Breizh e embannas Lena Louarn e vefe embannet e miz Here disoc’hoù ur studiadenn war implij ar gallaoueg hag ar brezhoneg e Breizh. Gortoz a reomp gant mall ar sifroù-se neuze, o c’houzout ne oa ket bet graet abaoe 2007.

> La Rédaction

La Rédaction