Accueil / Lec'h / Etrebroadel / Norzh-Iwerzhon. Ur penn bras unanour a lavar e ranker prientiñ an adunvaniñ

Norzh-Iwerzhon. Ur penn bras unanour a lavar e ranker prientiñ an adunvaniñ

Biskoazh c’hoazh. N’eo ket sur e plijo da holl izili Democratic Unionist Party, strollad pennañ ar brotestanted e Norzh-Iwerzhon, pe d’ar gumuniezh protestant dre vras, ar pezh en deus lavaret Peter Robinson. Ha n’eo ket n’eus forzh piv abalamour ma oa an hini e penn ar strollad etre 2008 ha 2015, ha Ministr Kentañ Norzh-Iwerzhon etre 2008 ha 2016. Da lavaret eo ur penn bras eus ar politikerezh norzh-iwerzhonat.

Da ziwall a zo memestra. Ne fell ket dezhañ e vefe adunvanet Iwerzhon ha ne soñj ket dezhañ e vefe prest pobl Norzh-Iwerzhon da votiñ evit an adunvaniñ. Met abalamour d’ar Brexit e kav dezhañ e ranker en em brientiñ evit an adunvaniñ. “Ne soñj ket din e vo diskaret ma zi gant un tangwall padal e kendalc’han da baeañ un asurañs e kenkaz e c’hoarvezfe” emezañ. Hervezañ eo dalc’h pennañ ar Brexit : n’eo ket bet prientet tamm ebet ar pezh a zeufe war-lerc’h. Sur a-walc’h peogwir e krede da Gameron ha d’ar pennoù bras all ne vefe ket votet evit kuitaat an UE. Adunvaniñ Iwerzhon a zo un dalc’h bras-bras a rank bezañ soñjet ha prientet en a-raok. Follentez e vefe chom hep en ober emezañ.

Peter Robinson en deus lavaret ivez e asantfe disoc’h ur referendom evit an adunvaniezh. “Adal ma vo divizet en ur mod demokratel kement demokratour a zo a ranko doujañ ouzh an diviz-mañ.” Krediñ a ra dezhañ e vefe asantet an disoc’h ivez gant ar gumuniezh protestant. Goulenn a ra memestra e vefe roet gwarezoù d’e gumuniezh evel m’he deus ar gumuniezh republikan e Norzh-Iwerzhon bremañ, hervezañ atav.

> Maxime TOUZE