Accueil / Penn-Kentañ / Mikael Baudu, ar foeter bro

Mikael Baudu, ar foeter bro

War harzoù Makedonia pa oa o filmañ “Open the border”, e kreiz emañ Mikael Baudu.

Evit niverenn Pobl Vreizh an hañv e oa bet aterset ar sevener Mikael Baudu. Embann a reomp ul lodenn amañ, war al lec’hienn internet, dreist-holl diwar-benn e deulfilmoù (Kurdistan paneveken). Al lodenn all diwar-benn an abadenn Foeterien dreist-holl a vo kavet er stumm paper.

Ho teul-film Open the Border (s.o. niverenn 640), diwar-benn repuidi eus ar C’hurdistan o klask repu en Europa, en deus graet berzh un tammig ? Chomet oc’h e darempred ganto ?
O filmañ Open the Border hon eus bevet mareoù kreñv gant an dud a heuliemp, lod anezho a zo deuet da vezañ mignoned hag anat eo on chomet e darempred ganto. Saif a zo o chom e Bavaria bremañ ha labouret en deus start evit kaout ul live mat en alamaneg. Esperañs en deus bremañ da c’hallout adkregiñ gant e studioù war ar biologiezh e Regensburg ar bloaz a zeu. Diskouezet e oa bet ar film e Skol-Veur Tucson en Arizona e-lec’h m’emañ e familh o chom bremañ ha prest e oa ar skol-veur da enskrivañ anezhañ eno met n’en deus ket bet e viza evit mont siwazh.
Seve ha Tarek a zo chomet en Oldenburg en hanternoz Bro-Alamagn. Komz a ra Tarek alamaneg bremañ hag emañ Seve o c’hortoz un eil bugel. Said hon doa lezet e Bro-C’hres a zo deuet a-benn da vezañ degemeret en Hambourg a-drugarez d’ar programm adlec’hiañ repuidi. Salah en deus bet e statud repuad ivez a-benn ar fin met evit ur bloaz hepken.

Un teul-film er C’hurdistan, unan all e Palestina, dedennet oc’h gant ar Reter-Nesañ ? Fellout a ra deoc’h filmañ c’hoazh er c’horn-mañ eus ar bed ?
Filmoù a seurt-se a zeu alies diwar ur gejadenn a gas ac’hanoc’h da zizoloiñ lec’hioù nevez. Ar film Lammoù-Kalon e Palestina e oa bet savet a-drugarez d’an Dr Branellec a ya ingal da skoazellañ an dud e broioù pell, broioù skoet gant ar brezel, pe gwallzarvoudoù naturel. Heuliet hon doa anezhañ asambles gant ar Pr Le Nen en un ospital e-tal ur c’hamp repuidi. Kurdistan, huñvreal an nevez-amzer a oa deuet diwar emgavioù gant tud ar gevredigezh Keneildedoù Kurd Breizh o doa digoret deomp an dorioù evit mont da gavout Kurded Rojava hag an dispac’h a lakaont e plas en o bro. Ar film-se en doa lakaet ac’hanon d’ober anaoudegezh gant Saif, ar repuad Yezidi hon doa heuliet en Open the Border. Chom a ran intereset gant ar c’horn-mañ eus ar bed evel-just, met evit ar poent e labouran war raktresoù disheñvel. Karout a rafen avat mont en-dro da filmañ ar repuidi hon doa heuliet en Open the Border a-benn 5 pe 10 vloaz evit gouzout petra vint deuet da vezañ.

Peseurt raktresoù zo war ar stern ganeoc’h ?
Krog on gant ur raktres teul-film disheñvel diouzh ar pezh em eus graet betek-henn. Ur film evit klask reiñ da gompren penaos eo bet cheñchet sell ar Vretoned ouzh ar brezhoneg en ur ober 50 vloaz ha penaos eo deuet ar cheñchamant-mañ. Ar yezh a oa sellet outi evel didalvoud gant ar braz eus an dud ha chom a raent a-sav da gomz anezhi ouzh o bugale. 50 vloaz goude e vez gwelet gant ar braz eus ar Vretoned evel ur yezh «a rank bezañ savetaet» ha pa vefe gwall amsklaer ar pezh a lakaont dindan ar gerioù-mañ. Ar cheñchamant-se a zo deuet diwar strivoù stourmerien o deus lakaet tamm-ha-tamm ar speredoù da emdreiñ. Evit kalz a dud eo dianav an istor-mañ, tud yaouank o teskiñ brezhoneg evit dont da vezañ skolaer en o zouez. A-bouez eo da ma soñj adperc’hennañ an istor-mañ ha pa vefe evit kompren eo deuet a-benn ar yezh da dreuziñ ur mare diaes-tre a-drugarez d’ar stourmoù renet eviti ha ne vevo nemet ma talc’her da stourm eviti zoken ma ranker hen ober gant doareoù disheñvel.

> La Rédaction

La Rédaction