Accueil / Lec'h / Etrebroadel / Brexit. Digreskiñ a ra a-galz ar souten e Norzh-Iwerzhon

Brexit. Digreskiñ a ra a-galz ar souten e Norzh-Iwerzhon

Sed aze disoc’h ur studiadenn evit Queen’s University e Belfast diwar-benn ar souten evit ar Brexit. Digresket eo a-galz e Norzh-Iwerzhon. Pa oa bet ar votadeg e 2016 e oa bet 56 % eus an dud eno o votiñ a-enep ar Brexit. Hervez ar studiadenn-mañ e vefe bremañ 69 % eus an Norzh-Iwerzhoniz a-enep. Tost div drederenn eus ar boblañs, ar pezh a dalvez protestanted en o zouez.

Ha sede ar pezh a zo dedennus er studiadenn-mañ. Diskouez a ra e vez rannet ar c’humuniezhioù diwar-benn dalc’h ar Brexit. Ar strolladoù unanour ha lealour, DUP en o fenn, a gendalc’h da embann o c’hoant da guitaat Unvaniezh Europa ha da chom er Rouantelezh-Unanet. Evito e klaskfe ar re a fell dezho chom e-barzh an UE distrujañ ar Rouantelezh-Unanet, o fal gwir ha n’eo ket kement-se evit an UE. Met ar studiadenn a ziskouez ar c’hontrol, an darn vrasañ eus an dud e pep kumuniezh a fell dezho chom e-barzh an UE pe da nebeutañ kaout un emglev gant Brusel. Ne fell ket dezho kaout harzoù en-dro, pe e vefe war an enezenn pe e vefe e Mor Iwerzhon.

55 % eus ar gumuniezh katolik a soñj eo dibosupl asantiñ harzoù nevez, 70 % evit ar re a souten Sinn Fein. An enklaskerien a lâr eo kazi sur e vo feulster war an harzoù ma vezont savet a-nevez. Ha lakaat a reont war-wel kraf Iwerzhon Unanet e-barzh ar gumuniezh katolik. Diouzh peseurt mod e vo ar Brexit, hard pe soft, e cheñch ar souten evit unaniñ Iwerzhon en-dro. Ma n’eus cheñchamant ebet e-keñver ar pezh a zo bremañ, da lâret eo chom e-barzh an UE hag ar marc’had boutin, e vefe 28 % eus ar Gatoliked o votiñ evit unaniñ Iwerzhon. Mont a rafe da 53 % avat ma vefe choazet un hard Brexit gant gouarnamant Theresa May.

Daou vloaz war-lerc’h ar votadeg e chom c’hoazh amsklaer ar pezh a zeuio da vezañ ar Rouantelezh-Unanet. Diaesoc’h-diaesañ eo da Vinistrez Kentañ ar RU gouarn ar vro. Parlamant Bro-Skos en deus prometet ne rofe ket e asant d’ar pezh a vo choazet ganti forzh penaos ha dalc’h an harzoù en Iwerzhon a laka reuz adarre. Poent mont war-gil ?

> Maxime TOUZE