Accueil / Degemer / Lec'h / Etrebroadel / Tapiz ruz evit ar priñs saoudat

Tapiz ruz evit ar priñs saoudat

Mohammed ben Salmane zo e Pariz dibaoe dec’h hag e chomo betek warc’hoazh da noz. Reuz a zo tro-dro d’ar weladenn-mañ. Ar priñs-hêr eo e Arabia Saoudat, sañset n’emañ ket e penn ar Stad met e dad ar roue, an hini a ren evit gwir. Un dudenn diaes da intent war a seblant. Klask a rafe adreizhañ e vro war an tu mat met n’ouzer ket petra eo e wir c’hoantoù. E vro zo unan eus ar re strishañ er bed, ar maouezed n’o deus ket gwir ebet pe nemeur da skouer. N’eo ket bro Gwirioù Mab-Den, pell alese. Kudennoù bras all a zo, arc’hantaouiñ a reont ar sponterezh ivez. Ar vezh eo degemer war an ton bras un den evel-se.

Reuz a zo rak Republik Frañs a werzh armoù da Arabia Saoudat ha war a seblant e vezont implijet e-barzh ar brezel er Yemen, unan eus ar gwalleurioù brasañ zo er bed er mare-mañ gant Siria. Siviled lazhet e-leizh, freuz er vro, Stad ebet ken,… Poan en deus gouarnamant Frañs oc’h anzav e vez implijet armoù gall (listri-brezel peurgetket) evit lazhañ tud er Yemen pa oa bet prometet dezho e vefent implijet evit difenn ar rouantelezh nemetken. Asuriñ a ra ar gouarnamant e heuliont an afer ha ne vez ket implijet an armoù e-barzh ar brezel. Ar pezh a vez dislavaret gant ONGoù war an dachenn.

En un doare ofisiel eo ar weladenn-mañ un afer eskemm teknologiezhioù etre an div vro, gant predoù bras gant embregerezhioù gall ha saoudat evit sevel liammoù. Ha tevel a ra ar gouarnamant kraf an armoù peogwir e wel a-walc’h emañ ar gwask o sevel diwar-benn an dra-se. Ken chalus eo an afer eo kroget kannaded LREM da stourm ouzh ar gwerzh armoù da vroioù evel Arabia Saoudat, ha dreist-holl ouzh ar fed ma vez damsklaer an doare ma vez graet. Kuzh a-walc’h eo, n’eus ket sifroù resis da skouer, rankout a rafe bezañ sklaer-kenañ koulskoude rak n’eo ket forzh petra a vez gwerzhet. Ar 15 kannad-se a fell dezho sevel ul lezenn evit krouiñ ur poellgor ensell war engouestloù etrebroadel Bro-C’hall e-keñver an armoù gwerzhet d’ar broioù a gemer perzh er brezel er Yemen. Kannaded LREM o vont a-enep da c’hoantoù ar gouarnamant, rouez eo evit poent. Ha kreñv a-walc’h e vint evit mont a-enep da realpolitik ar gouarnamant ha lobi an armoù ?

> Maxime TOUZE