Accueil / Lec'h / Breizh / Embannet eo klip ofisiel ar Redadeg 2018

Embannet eo klip ofisiel ar Redadeg 2018

Ha dic’hortoz eo ! Bep eil bloaz e vez sevenet ur c’hlip ofisiel gant ar ganaouenn bet choazet gant an dud. Betek an trec’h eo titl ar ganaouenn gant Penn Salsardin, teir mouezh, teir flac’h : Marine Lavigne, Sterenn Gwilhou hag Aude Moalig. Eus Douarnenez int e-giz ma c’haller divinout gant anv ar strollad.

Savet eo bet ar c’hlip ofisiel war ar pozioù ofisiel met gant videoioù a bep seurt bep kaset gant kalz a dud. Ar pal a oa dañsal en ul lec’h dic’hortoz o vouskanañ ar pozioù evit ma c’hallfe bezañ lakaet ar pozioù gwir war muzelloù an danvez-rederien, eus ar re yaouankañ d’ar re goshañ, skolidi pe gopridi, strolladoù pe hiniennoù. Dont a ra brav ganto ! Plijus ha prop eo an disoc’h. Sellit ’ta !

A-benn miz rik e loc’ho ar Redadeg eus straedoù Kemper betek an 12 a viz Mae e Plougerne. Un hanter eus ar c’hilometroù zo bet gwerzhet, 971 km evit bezañ resis. Muioc’h eget un hanter neuze. Amzer ’zo c’hoazh met arabat gortoz re ma fell deoc’h kaout ur c’hilometr tost ouzh ho ti.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Pennskridaozer al lodenn vrezhonek eus Pobl Vreizh eo Maxime Touzé, kelenner brezhoneg hag istor-douaroniezh eo ivez.