Accueil / Degemer / Lec'h / Breizh / Un emvod foran evit difenn al linenn Kastell-Briant – Roazhon

Un emvod foran evit difenn al linenn Kastell-Briant – Roazhon

Evel ma vo displeget e niverenn Pobl Vreizh miz Ebrel ez eus dañjer bras e vefe serret al linenn hent-houarn Kastell-Briant – Roazhon. Goude bloavezhioù hep bezañ arc’hantaouet al labourioù ret evit he derc’hel e ratre ez eo aet stad al linenn war fallaat, hag alese e vez nebeutoc’h a dud oc’h implijout anezhi. Padal e vefe talvoudus evit tud ar vro, ma vefe graet un tamm kempenn dezhi. Evit ar poent ne fell ket da Veurgêr Roazhon ha d’an SNCF postañ a-walc’h a arc’hant evit al labourioù. Serret e vefe al linenn neuze.

Goulennet o deus dilennidi Unvaniezh demokratel Breizh hag Europa Ekologiezh – Ar Re C’hlas e Meurgêr Roazhon savet o mouezh evit ma ne chomfe ket ar strollegezh diseblant ouzh dazont al linenn. Dilennidi departamant eus an tu-dehoù o deus roet o skoazell ivez.

Gant ar gevrediegezh ACCRET (Kevredigezh keodedel evit an hent-houarn etre Kastell-Briant ha Roazhon) e vo aozet un emvod foran evit komz eus ar mod da zifenn al linenn. Digor eo d’an holl. D’ar Merc’her 4 a viz Ebrel e vo, da 7e noz. Lec’h emgav: Foyer restaurant Esplanade des Terrasses.

> Maxime TOUZE