Accueil / Lec'h / Etrebroadel / 8 miz toull-bac’h evit Ahed Tamimi

8 miz toull-bac’h evit Ahed Tamimi

Arouez stourm ar Balestiniz eo deuet da vezañ ar plac’h yaouank, 17 vloaz anezhi. E miz Kerzu 2017 e oa bet harzet gant soudarded Israel. D’ar poent-se e riskle betek 7 vloaz toull-bac’h. He zorfed ? Bezañ roet ur flac’had d’ur soudard israelat ha bountet anezhañ. Filmet e oa bet ar frapad-se gant he mamm. Hag ar video en deus graet tro ar bed, ar pezh en deus lakaet brud bras war he stourm. Ha brud fall war doareoù arme Israel.

Dimerc’her e oa bet kondaonet a 8 miz toull-bac’h a-benn ar fin. Asantet he deus lâret e oa kablus evit digreskiñ ar gastiz. Met asantet he deus dreist-holl peogwir e oa bet nac’het gant ar pennadurezhioù israelat aozañ ur prosez foran. Ar pezh a vez graet bewech, neuze ne vez ket roet ur justis reizh d’an damallidi. He mamm zo bet kondaonet a 8 miz toull-bac’h ivez evit bezañ filmet. Er mare-mañ e vez war-dro 300 minor palestinat en toull-bac’h e Israel pe en tiriadoù ac’hubet. Da zegas soñj deoc’h e oa bet kondaonet a 8 miz toull-bac’h ivez ar soudard israelat en doa peurlazhet ur Palestinian gloazet war al leur…

E gwirionez ne oa ket ar wech kentañ da Ahed Tamimi bezañ graet an dra-se d’ur soudard israelat. Dibaoe m’eo yaouank-flamm ez eus videoioù diouti o huchal war ar soudarded pe o skeiñ ganto. He familh zo ur familh stourmerien brudet. Emaint o chom e Nabi Saleh, e Sisjordania. Hag o zi eo ur seurt penngarter evit ar stourm. Hag ar gumun zo deuet da vezañ ur seurt taol-arnod a-enep da Israel gant ur bern doareoù nevez da stourm outañ, doareoù nevez evit ar Balestiniz, a zo tost ouzh an disentidigezh. Brudet eo ar gumun e Israel ha pelloc’h ivez, setu ma vez lakaet gwask warno gant arme Israel. Klask a reont ober ur “skouer” eus Ahed Tamimi met n’o doa ket rakwelet e rafe kement a verzh ar video war internet.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Pennskridaozer al lodenn vrezhonek eus Pobl Vreizh eo Maxime Touzé, kelenner brezhoneg hag istor-douaroniezh eo ivez.