Accueil / Lec'h / Breizh / Pegsuniañ evit an adunvaniñ

Pegsuniañ evit an adunvaniñ

Sed aze an difi zo bet boulc’het gant ar c’henstroll 44=BZH : ur gumun, ur pegsun ! E deroù miz Kerzu 2017 e oa bet aozet un devezh preder e Sant-Ervlan diwar-benn stourm an adunvaniñ, penaos kas pelloc’h meno an adunvaniñ e Breizh a-bezh, peseurt palioù etre da dizhout ha peseurt doareoù nevez dreist-holl.

Kinniget e oa bet gant daou stourmer aozañ un doare kenstrivadeg evit broudañ an dud da lakaat pegsunioù evit an adunvaniñ e pep kumun eus Breizh. 1 478 kumun a zo memestra ! Ne vo ket aes da dizhout. Met e korf tri miz ez eus bet pegsuniet un drederenn eus ar c’humunioù. Disul e oa bet goloet 505 kumun evit bezañ resis. Gallout a reer gwelet war ar skeudenn a-us ar re zo bet graet. E melen ar c’humunioù nevez-begsuniet ar sizhun dremenet, e glas ar re all dibaoe penn-kentañ an difi. Bep Lun e vez graet ur rentañ-kont eus ar pezh zo bet graet ar sizhun a-raok. Peurliesañ e vez lakaet ur pegsun met gallout a reer lakaat muioc’h evel-just. Lod a laka war ar panelloù mont e-barzh, lod all e kreiz-kêr. N’eus ket un doare da ober, ar pezh a gont eo e vefe lakaet e pep kumun. Ha ret eo tennañ ur poltred eus ar pegsun ha kas war ar bajenn Facebook savet a-ratozh, amañ e c’halloc’h gwelet ar fotoioù.

Lod a lârfe n’eo nemet un draig evit stourm an adunvaniñ met dedennus eo soñjal e vo gwelet bemdez gant miliadoù a Vretoned er pemp korn eus ar vro ur pegsun a gaso soñj dezho ez eus c’hoazh eus ar stourm-mañ. Goude taol fall 2014 eo diaes da gas war-raok hag evit kalz a dud eo kollet. Keit ha ma vo tud prest ha Bretoned emskiant eus ar pezh eo Breizh ne vo ket kollet.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Pennskridaozer al lodenn vrezhonek eus Pobl Vreizh eo Maxime Touzé, kelenner brezhoneg hag istor-douaroniezh eo ivez.