Accueil / Lec'h / Bro C'hall / Diazezer Nouvelle Donne skarzhet eus e strollad !

Diazezer Nouvelle Donne skarzhet eus e strollad !

Pierre_Larrouturou_IMG_0498

Dec’h e oa bet embannet ur gemennadenn war Twitter gant ar strollad Nouvelle Donne o tisklêriañ e oa bet skarzhet an armerzhour Pierre Larrouturou. E 2013 e oa bet savet ar strollad gantañ. Hervez burev ar strollad ne glot ket ken emezeladur Pierre Larrouturou gant talvoudegezhioù ha buhezegezh ar strollad. Embann a reont ivez “ez eo estreget ul lugan ober politikerezh en ur mod disheñvel gant Nouvelle Donne”.

Engalv a raio an diazezer rak krediñ a ra dezhañ “ez eo posupl bepred da labourat asambles”. Goulenn a ra un hanterouriezh evit kavout un diskoulm a yafe mat gant an holl. Anzav a ra fazioù eus e berzh met “ober politikerezh en ur mod disheñvel ez eo ivez kaout dizemglevioù ha rendaeloù met daoust d’an traoù-se bezañ gouest da labourat asambles”.

En em gavet e oa izili Nouvelle Donne evit komz eus an dilennadegoù a zeu ha peseurt strategiezh kemer evite. N’eo ket ar wech kentañ ez eus un doare enkadenn e diabarzh ar strollad. E 2015 e oa bet embannet ul lizher digor e Mediapart gant 60 ezel hag a ziskulie e chome ar pennoù etreze hag e oa deuet da vezañ dister ar strollad. Diaes eo evit ar strollad mont pelloc’h, kalzik a dud a souten anezhe met poan o deus oc’h ober gant ar sistem politikel e-giz m’emañ.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Pennskridaozer al lodenn vrezhonek eus Pobl Vreizh eo Maxime Touzé, kelenner brezhoneg hag istor-douaroniezh eo ivez.