Accueil / Lec'h / Bro C'hall / Ur senatourez gourdrouzet da vezañ lazhet evit bezañ diskuliet un disamm tailhoù evit Tsahal

Ur senatourez gourdrouzet da vezañ lazhet evit bezañ diskuliet un disamm tailhoù evit Tsahal

goulet

An afer-mañ n’he deus ket graet kalz a drouz, ha koulskoude ez eus peadra da vezañ diaezet d’an nebeutañ ganti. Gouzout a reer e c’haller kaout disammoù war an tailhoù pa vez graet donezonoù, betek 66%. Sañset e vez graet disammoù pa vez roet arc’hant evit kevredigezhioù pe obererezhioù sokial a bep seurt pe evit an enklaskoù mezegel da skouer. Ar senatourez Nathalie Goulet (Orne) he deus kavet un abeg all da gaout un disamm hag en deus souezhet anezhi : gallout a reer bezañ disammet eus 60% eus un donezon bet roet da Dsahal (arme Israel). Da lâret eo e vez paeet 60% eus un donezon evit arme Israel gant paeerien-dailhoù Frañs. Kement-mañ en deus lakaet diaes Nathalie Goulet ha c’hoant he deus bet da c’houzout hiroc’h. Kaset he doa ur goulenn dre skrid da Christian Eckert, sekretour Stad e karg eus ar Budjed, evit goulenn perak ez eus un disamm evit Tsahal. An dra-se a oa d’an 10 a viz Meurzh 2016.

En deizioù da heul he deus bet Nathalie Goulet kalz kemennadennoù ankenius ha feuls war Dwitter evel «Un deiz a vo e vo kavet he fenn 10m pelloc’h diouzh he c’horf…». N’eo ket bet plijet evel-just. Kemennadennoù kaset gant tud tost ouzh metoù an tu-dehoù pellañ israelat. Ministrerezh an Diabarzh en deus boulc’het un enklask. Met ar pezh a zisplij ar muiañ d’ar senatourez eo ar fed e vez paeet donezonoù d’un arme estren gant arc’hant ar boblañs a-drugarez d’an disamm tailhoù. Hag e gwirionez n’eo ket sklaer mont en-dro an donezonoù-se. Ne vez ket roet da Dsahal war-eeun, met da gevredigezhioù israelat hag a bae dafar evit ar soudarded evel lampoù-torch lakaet war o fuzuilhoù M16. Met ne ouzer ket pet kevredigezh a zo ha pegement a arc’hant a vez roet.

Daou viz en deus ar gouarnamant evit reiñ ur respont da Nathalie Goulet, da lâret eo a-raok an 10 a viz Mae.

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Pennskridaozer al lodenn vrezhonek eus Pobl Vreizh eo Maxime Touzé, kelenner brezhoneg hag istor-douaroniezh eo ivez.