Accueil / Lec'h / Etrebroadel / « Taksi Teheran » digant Panahi

« Taksi Teheran » digant Panahi

affiche-taxi-teheran

Kemer a ra plas holl istor ar film e-barzh un taksi. Seblantout a ra ar blenier bezañ un den seder, bepred ma vez o vouscʼhoarhin. Mont ha dont a ra dre ur gêr vras hag arnevez hag a cʼhellfe bezañ nʼeus forzh pehini meurgêr eus Europa. Tamm ha tamm e reer anaoudegezh gant tud ar gêrbenn-se. Un trafiker filmoù video hag a werzh filmoù difennet gant ar renad. Un den bet eilpennet gant ur cʼharr-tan bet lakaet e-foñs e daksi. Div vaouez kozh hag a fell dezho lakaat pesked ruz e-barzh ur poull-sakr evit chom bev. Mont a ra da gercʼhat e nizez, anezhi ur placʼh barpintik hag ifrountet un tamm. Tamm ha tamm ez eo roet dimp da cʼhouzout nʼeo ket ur blenier a-vicher met ur film aozer difennet outañ da dreiñ ken. Ur film soutil eo rak ne vez ket dispaket ar wirionez diouzhtu. Paʼz a da gercʼhat ur vaouez o tougen un torkad bleunioù e teu an traoù da vezañ splannocʼh avat. Mont a ra honnezh da welet tud toullbacʼhet. Komz a ra hi diwar-benn unan eus e filmoù : Offside/cʼhoari er-maez. Istor placʼhed hag a felle dezho mont da welet ur cʼhoari melldroad. Evit-se o doa lakaet gwiskamantoù paotred ha bet serret gant ar polis.

Izilli e familh o deus kemeret perzh er film-se. E vercʼh eo an nizez. E vamm eo unan eus an div vaouez kozh, an hini all o vezañ e voereb. Troet eo bet ar film-se dre guzh. Pa seller a-dost ouzh buhez an den-se e weler splann eo bet sañsuret meur a wech gant ar renad. « ar cʼhelcʼh/dayereh » hag en deus bet priz al Leon aour e Venezia hag « Gwad hag aour/Talaye sorkh » hag en deus bet priz ar jure a oa bet berzet gant gouarnamant republik islamek Iran. Komz a ra ar cʼhelcʼh diwar-benn aoz ar mercʼhed er republik-se hag Gwad hag Aour diwar-benn istor ur soudard kozh eus brezel an Irak o talañ ouzh an direizhded sokial.

Ret eo gouzout e vez berzet e holl filmoù. Ingalet ma vezont dre guzh dindan stumm dvdoù. Dʼar cʼhentañ a viz meurzh 2010 e voe harzhet gant e wreg, e vercʼh ha pemzek den all. Dalcʼhet e voe e-barzh an toull e-pad festival Cannes. Sañset e oa da vezañ e-barzh juri ofisiel ar festival. Chom a reas hep debriñ dre ma oa gwallgaset. Mont a reas er-maez eus an ti-bacʼh dʼar 25 a viz mae 2013. Difennet e oa bet outañ treiñ filmoù pe kuitaat e vro e-pad ugent vloaz.

Kendercʼhel a reas da dreiñ avat gant ur cʼhamera numerik pe gant un iPhone. Evel-se e oazas ar film « Hennezh nʼeo ket ur film ». diskouez a ra buhez ur filmaozer ha nʼen deus ket ar gwir da ober sinema. Stoket e voe ar film-se en un alcʼhouezh USB ha kuzhet e-barzh ur wastell.

E 2012 e cʼhounezas ar priz Sakharov roet gant ar barlamant europeanat. Dre ma oa berzhet outañ mont kuit eus Iran e talcʼhas e vercʼh Parmiz Panahi e lecʼh.

Kit da welet ar film-se mʼho peus tro : ne viocʼh ket dipitet.

> Jacques-Yves Mouton

Jacques-Yves Mouton