Accueil / Lec'h / Etrebroadel / Dizalc’hiezh Katalonia : un emglev zo bet kavet !

Dizalc’hiezh Katalonia : un emglev zo bet kavet !

diada-22h2

Deuet eo a-benn an dizalc’hourien gatalanat da gaout un emglev a-benn ar fin. Ur gouarnamant a vo savet ha ne vo ket galvet an dilennerien da votiñ en-dro. Hag ur bazenn ouzhpenn eo war-zu an dizalc’hiezh.

An div listenn Junts pel Sí ha CUP o deus kavet un emglev hiziv. A-benn ar fin ne vo ket Artur Mas prezidant en-dro, asantet en deus dilezel e blas evit ma vefe savet un emglev gant strollad an tu-kleiz pellañ. Normalamant e vo un ezel eus strollad Artur Mas e penn ar vro, Carles Puigdemont. Hemañ a zo e penn kevredigezh ar c’hêrioù a-du gant an dizalc’hiezh.

Hervez al lezenn o deus an dizalc’hourien betek disul noz evit sevel ur gouarnamant mod-all e ranko bezañ aozet dilennadegoù nevez. Da heuliañ neuze…

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Pennskridaozer al lodenn vrezhonek eus Pobl Vreizh eo Maxime Touzé, kelenner brezhoneg hag istor-douaroniezh eo ivez.