Accueil / Lec'h / Bro C'hall / Maouezed ar « Petit Bard » e Montpelhièr

Maouezed ar « Petit Bard » e Montpelhièr

Montpellier_PetitBard_Ecole

Ur bloaz ʼzo eo bet goulennet gant maouezed ur cʼharter e Montpelhièr degas bugale melen ha ruz o blev e-touez o re. Ar « Petit Bard » zo ur cʼharter poblek a cʼhwecʼh mil den. Er cʼharter-mañ emaint an dud a orin eus Bro-Moroko dreist-holl. Neuze o doa divizet un dek bennak diouto diskuliañ ez eus un diouer a gemmesk sokial en o cʼharter. E-pad seitek devezh eo bet harpet ganto ar pevar skol a zo er cʼharter. Da gentañ nʼo deus ket fiñvet tud an ti-kêr, na tud an deskadurezh stad, nag ar cʼhazeterien zoken met e miz Even int bet e darempred gant ur gelennerez war an tudoniezh deus skol-veur Montpellier. Sikouret he deus anezho evit brudañ o stourm. War-lercʼh int bet pedet gant kazetenerien Canal + hag er fin resevet gant kuzulierien Najat Vallaud-Belkacem.

Mod-se eo bet diskouezhet dʼan holl ur skeudenn dishenvel deus ar cʼharterioù poblek : maouezed goueliet o stourm evit ar cʼhemmesk sokial hag evit chench ar cʼhartennoù-skol. War-lercʼh eo bet lakaet war an daol en un doare pleustrek kudennoù karterioù ʼzo, kudennoù ar meurgerioù dre vras. E Naoned, Roazhon pe Kemper e vez tabutet diwar-benn ar cʼhemmesk sokial e karterioù ʼzo.

E karter Bellevue pe Malakoff, e Naoned, ez eus skolajoù en arvar. O tigreskiñ emañ o niver a vugale. Chom a ra familhoù ar cʼharter nemetken, ar re baourañ dreistholl. Ar re all a zo gouest da vont hebioù ar garta skol rak tu ʼzo kas o bugale da skolioù privez pe, kaout chomlecʼhioù all, re o zud-kozh lakomp. Evit skolajidi ʼzo ez eus tu ivez, en em ditouriñ evit kemer optionoù, yezhoù estren pe arzoù-kaer.

Koulskoude, nʼeo ket ar cʼhemmesk sokial ar benveg gwellañ ha nemetañ evit muiocʼh a kevatalded hag a justis sokial. Sellout ouzh kudennoù ar cʼharterioù poblek eo un doare da skorañ mankoùpolitikerezh an addasparzh. Nʼeus ket a-walcʼh a bostadurioù evit ar cʼharterioù-se. Politikerezh an addasparzh a zo en arvar abaoe pell. Ouzhpenn-se eo kaset adarre, kelennerien yaouank dʼar cʼharterioù-se. Dav eo vefe anzav nʼeo ket un istor a garterioù poblek mat paour ha politikerezh ʼzo evit adnevesaat ar cʼharterioù (politikerezh an Agence nationale pour la rénovation urbaine (ANRU)). Ar pal a chom treuzfurmiñ ar cʼharterioù-se e karterioù normal. Met e chom an dra pouezusañ labourat gant an annezidi. ʼBlam da-se eo frouezhus ar stourm bet kroget gant maouezed ar « Petit Bard ».

> Pierre-Emmanuel MARAIS

Pierre-Emmanuel MARAIS