Accueil / Lec'h / Breizh / Un eil lise Diwan e Gwened ?

Un eil lise Diwan e Gwened ?

24610_1

An dibenn-sizhun-mañ e oa bet aozet emvod bloaziek Skol-Uhel ar Vro evit reiñ kolieroù an Erminig. E Gwened e oa bet dalc’het, e fin ar festival Celti’vannes. Da bevar den e oa bet roet kolier an Erminig, en o zouez Patrick Maréchal evit e stourm evit an adunanidigezh.

Met ar gemenn bouezusañ a oa bet embannet gant maer Gwened, David Robo. Prest eo da sikour kevredigezh Diwan evit digeriñ un eil lise en e gêr. Gouzout a reer eo leun-chouk lise Diwan e Karaez, ar rouedad a-bezh na baouez ket da greskiñ, ouzhpenn 4100 skoliad en distro-skol diwezhañ. Preder a zo dija abaoe un nebeud amzer diwar-benn an diskoulmoù a ranker kavout: digeriñ un eil lise ? Brasaat hini Karaez ? Mat e vefe digeriñ un eil lise tostoc’h ouzh reter Breizh evit ar skolioù el lodenn-mañ eus ar vro. Ar pezh a sikourfe ivez evit diorren muioc’h c’hoazh ar gevredigezh hag he rouedad. Neuze eo un dra vat kinnig David Robo, pa ouzer e vo dilojet skolaj Diwan Gwened e-barzh savadurioù gwelloc’h. Ret e vo derc’hel soñj eus e gomzoù, e ken kaz e vo klasket digeriñ un eil lise hag e ken kaz e trofe kein ouzh e bromesa.

> Maxime TOUZE

Pennskridaozer al lodenn vrezhonek eus Pobl Vreizh eo Maxime Touzé, kelenner brezhoneg hag istor-douaroniezh eo ivez.