Accueil / Lec'h / Bro C'hall / Greenpeace a ziskuli degouezh ur vatimant leun a lastez skinoberiek e Cherbourg

Greenpeace a ziskuli degouezh ur vatimant leun a lastez skinoberiek e Cherbourg

Oceanic-Pintal61013n

Dec’h en em vode e Cherbourg stourmerien “Greenpeace” ha “sortir du nucléaire”. Dilestrañ a rae an Oceanic Pintail, war e vourzh lastez nukleel eus Bro-Saoz, er porzh evit war-lerc’h treuziñ Normandi dre Rouen. Un pemzek stourmer bennak a oa strobet evit diskuliañ ar charreadegoù-se, dañjerus-kenañ evit ar boblañs.

Hervez Greenpeace Frañs ne oa tamm surentez ebet gant ar charreadeg-mañ rak al lestr Oceanic Pintail a oa bet dirummet gant e berc’henn kozh ha ne c’halle ket treuzdougen lastez nukleel. Herveze c’hoazh ne vez ket kelaouet mat ar geodedourien gant o dilennidi diwar-benn ar charreadegoù-se. E Valognes e vo lakaet al lastez e-barzh un tren. Ha petra a c’hoarvezfe ma tiroudenn an tren ? Ur riskl bras ez eo koulskoude.

Bodadegoù a vo a-hed an hent gant stourmerien a-enep d’an nukleel. Tremen a raio an tren dre Caen, Rouen, Amiens… Evit mont betek Bâle e Bro-Suis. C’hoazh hag adarre e vez gwelet ez eo ur gudenn vras merañ al lastez nukleel. Betek ma c’hoarvezo ur gwallzarvoud bennak hag e vo tonket un tiriad bennak. Ne c’haller ket lâret ez eer war an tu mat: serradur Fessenheim a vez daleet, an EPR a gendalc’h da vezañ savet memes ma koust muioc’h-mui a arc’hant,…

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Pennskridaozer al lodenn vrezhonek eus Pobl Vreizh eo Maxime Touzé, kelenner brezhoneg hag istor-douaroniezh eo ivez.