Accueil / Lec'h / Bro C'hall / Ar skolioù-meur digor d’an holl emezit-c’hwi ?

Ar skolioù-meur digor d’an holl emezit-c’hwi ?

Facade-Bat-P-Universite-Rennes-2-Haute-Bretagne-1

 

Un enklask nevez embannet gant ar sindikad Unef a lak war wel kudennoù e skolioù-meur Frañs evit en em enskrivañ. Diaesoc’h-diaesañ eo: listennoù gortoz, nebeutoc’h a blasoù, diveskañ er-maez lezenn an danvez-studierien… Daoust hag-eñ e c’haller lâret bepred e vez degemeret an holl er skolioù-meur ?

Bremañ e vez teir zro Degemer goude ar vachelouriezh (Admission post-bac) evit ar vachelourien a-raok kaout ur respont, hag a-wechoù e vez nac’het da lod ‘zo er fin memestra. Mankout a ra plasoù er skolioù-meur en aotreegezhioù ‘zo ha graet e vez un dibab, ar pezh n’eo ket aotreet hervez al lezenn. Kod an Deskadurezh a veneg «ez eo digor ar c’helc’h kentañ d’an holl o deus tapet ar vachelouriezh». Hervez ar sindikad ez eus 54 skol-veur ar bloaz-mañ o deus graet un diveskañ. 334 stummadur a zo tizhet gant ar gudenn-se, ar pezh a ra 20% eus an aotreegezhioù (war-dro 1800 en holl).

Meur a zoare a vez lakaet e pleustr evit dibab an danvez-studierien nevez: degemer diwar deuliadoù, bodadoù-tuta diwar notennoù ar vachelouriezh, hag un diveskañ etre ar re o defe c’hoant d’ober div aotreegezh war un dro. Skolioù-meur Pariz a vefe «ar re wellañ» evit lakaat e plas seurt stignadoù. Gwechoù ‘zo e vez tennet d’ar sort zoken. Da skouer e Roazhon II e Staps ez eus 800 plas, 500 a vez degemeret diwar deuliadoù hag an 300 diwezhañ tennet d’ar sort. Filierennoù all zo tizhet: Info-Com, psikologiezh,… 14 skol-veur o deus dibabet an tennañ d’ar sort ar bloaz-mañ, 8 a oa ar bloaz paseet.

Efedoù adreizh ar skolioù-meur hag al lezenn LRU e 2009 ? Budjedoù ar skolioù-meur zo digresket. Ne zeuont ket a-benn da greskiñ o savadurioù hag a-wechoù e vez digresket an niver a blasoù. E akademiezh Besançon e oa bet digresket a 10% ar plasoù degemer etre 2014 ha 2015 da skouer. Thierry Mandon, Sekretour-Stad an Deskadurezh Uhel, en deus anzavet o deus ar skolioù-meur daeoù nevez da dalañ oute. Kaset ez eus bet kemennoù d’ar rektorelezhioù evit degemer an holl dud yaouank hag ar Stad a bosto arc’hant evit sikour ar skolioù-meur. Ar c’hudennoù-se a oa bet meneget dija e 2009 pa oa bet embannet al lezenn. Mont a ra ar skolioù-meur war-zu ar vegennelouriezh…

> Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Pennskridaozer al lodenn vrezhonek eus Pobl Vreizh eo Maxime Touzé, kelenner brezhoneg hag istor-douaroniezh eo ivez.