Accueil / Lec'h / Bro C'hall / Un emglev etre ar Stad ha Rannvro Elzas

Un emglev etre ar Stad ha Rannvro Elzas

unser_land

War a seblant eo bet a-bouez ar stourm…

E deizioù kentañ ar miz ez eus bet sinet un emglev nevez etre Rannvro Elzas, ar Stad hag an daou zepartamant a ra ar rannvro diwar-benn kelenn an elzaseg evit mont da greskiñ al liesyezhegezh er skolioù en Elzas hag ober ur politikerezh yezh nevez.

24 700 bugel a zo skoliataet en derez kentañ (publik ha prevez) en Elzas en un hentenn divyezhek da lavaret eo 14 % eus ar vugale. Er skolaj, muiocʼh evit 4 400 skoliad (5 %) a heuilh ar sistem-se. Erfin el lise int 1278 (4 %) betek an « Abibac » a ro ur bachelouriezh en alamaneg hag e galleg. Ar Rannvro he deus komprenet ez eo ur perzh mat evit kavout ul labour da vezañ divyezhek (pe muiocʼh).

Hervez Fulup Jakez, rener Ofis publik ar brezhoneg, eo « sklaer ar pal da dizhout evit an Elzasiz evit an tri bloaz da zont : 50 % a vugale divyezhek er skolioù-mamm ha 3 eurvezh kelenn dre ret er cʼhentañ derez evit ar re all. Evel e Korsika ». Ur pal uhel a cʼhaller lavaret met nʼeo ket dibosupl da dizhout gant ma vez ur youl bolitikel. « Hag e Breizh ? » a ouzhpenn rener an Ofis, « peseurt pal goude engouestl an Emglev evit an dazont bet sinet gant ar Ministr Kentañ ? ». Ya, peseurt pal evidomp ?

> Gael BRIAND