Accueil / Maxime TOUZE (Pajenn 2)

Maxime TOUZE

Maxime TOUZE
Rédacteur en chef de la partie en langue bretonne du Peuple breton, Maxime Touzé est également professeur de breton et d'histoire-géographie.

8 miz toull-bac’h evit Ahed Tamimi

Arouez stourm ar Balestiniz eo deuet da vezañ ar plac’h yaouank, 17 vloaz anezhi. E miz Kerzu 2017 e oa bet harzet gant soudarded Israel. D’ar poent-se e riskle betek 7 vloaz toull-bac’h. He zorfed ? Bezañ roet ur flac’had d’ur soudard israelat ha bountet anezhañ. Filmet e oa bet ...

Lire

Tro gentañ an agregadur e brezhoneg

E deroù ar sizhun-mañ e oa bet dalc’het an agregadur brezhonek kentañ eus an istor. Ur genstrivadeg eo evit bezañ kelenner·ez en eil derez hag er skolioù-meur. Pa vez paket an agregadur e vez nebeutoc’h a eurvezhioù labour hag ur gopr gwelloc’h. Un afer statud eo ivez. An holl zanvezioù ...

Lire

Pegsuniañ evit an adunvaniñ

Sed aze an difi zo bet boulc’het gant ar c’henstroll 44=BZH : ur gumun, ur pegsun ! E deroù miz Kerzu 2017 e oa bet aozet un devezh preder e Sant-Ervlan diwar-benn stourm an adunvaniñ, penaos kas pelloc’h meno an adunvaniñ e Breizh a-bezh, peseurt palioù etre da dizhout ha ...

Lire

Devezh etrebroadel ar yezhoù-mamm

D’an 21 a viz C’hwevrer e vez lidet bep bloaz dibaoe 2000 ar yezhoù-mamm er bed a-bezh. E gwirionez er broioù ezel eus UNESCO. Ar pal eo lidañ al liesyezhegezh hag al liesseurted yezhoù ha sevenadurioù. Peadra da c’hoarzhin glas o c’houzout emañ sez UNESCO e Pariz, en ur vro ...

Lire

Tagadenn durk e Brest

Disadorn e oa bet aozet ur vanifestadeg evit souten stourm ar Gurded e Afrin. En em gavet e oa ur c’hant bennak a dud e straedoù Brest, Kurded ha Bretoned tost ouzh o stourm (Keneildedoù kurd Breizh da skouer). Met e kreiz ar vanifestadeg int bet taget dre souezh gant ...

Lire

Ne sioula ket ar fulor en Elzas

Gouzout a reer ervat e oa bet un taol fall evit Elzas adreizh an tiriadoù e 2014. Hag un taol mat, ma c’haller lâret, evit ar strolladoù emrenerien eno rak dibaoe eo kresket o nerzh hag o levezon. Met eus an holl gostezioù politikel pe dost e vez kounnaret an ...

Lire

An nerzhioù korsat oc’h en em vodañ

Dipitet bras e oa bet Gilles Simeoni ha Jean-Guy Talamoni goude o emgavioù e Pariz gant Edouard Philippe, Gérard Larcher hag un nebeud pennoù a-bouez e penn ar Stad. Hervezo e “nac’h ar Stad anavezout ha kemer e kont an tu politikel eus an dalc’h korsat”. François de Rugy ha ...

Lire

Turkia war-nes aloubiñ kanton Afrin

Afrin zo unan eus an tri c’hanton kurd a zo e Siria, an hini ar pellañ er c’hornôg. Dibaoe pell emañ gennet etre tri enebour disheñvel : arme Bachar Al-Assad, an islamisted ha Turkia. Dalc’het eo gant ar PYD (Strollad an Unaniezh demokratel), ur strollad kar d’ar PKK. Ha n’eo ...

Lire

Ur vanifestadeg nevez evit lise Ploeneg

Kenderc’hel a ra ar stourm evit mirout al lise micherel e Ploeneg, ul lise gouestlet da vicherioù ar mor. Votet e oa bet e serridigezh gant kuzul-rannvro Breizh e miz Kerzu dra ma oa nebeutoc’h-nebeutañ a skolidi. Met dibaoe bloavezhioù e vez goulennet stummadurioù nevez evit lakaat an niver a ...

Lire

Nozvezh e koun Celine Soun

D’an 9 a viz Here e oa da Anaon a-daol-trumm Celine Soun, ur vaouez oadet a 39 vloaz e Douarnenez. Brudet a-walc’h e oa e metoù ar c’hoariva hag ar vrezhonegerien. Krouet he doa Strollad La Obra, ur gompagnunezh c’hoariva a ro ton da sevenadurioù Amerika Latina ha d’ar brezhoneg, ...

Lire