Accueil / Degemer / Maxime TOUZE (Pajenn 13)

Maxime TOUZE

Maxime TOUZE

Titulaire du CAPES de breton depuis juin 2016, Maxime TOUZÉ écrit des articles en langue bretonne depuis juin 2014 pour Bremañ et Pobl Vreizh principalement.

Ur c’houlzad nevez a-enep blokus Gaza

Ar Marianne e Brest. Derc’hent dec’h e oa bet degemeret ar vag Marianne e porzh Brest. Ur vag hag a yelo betek Palestina evit terriñ ar blokus aozet gant Israel. E-giz e 2011 e vez aozet ar bloaz-mañ ur c’houlzad all a-enep ar blokus. Teir bag eus ar mare-se ha ...

Lire

GPA e Naoned: ar prokulerezh a ra engalv

Lez-varn ensav meur Naoned en doa gourc’hemennet d’ar prokulerezh d’an 13 a viz Mae enskrivañ e marilh ar boblañs tri bugel bet ganet gant ar GPA en Ukrainia, India hag er Stadoù-Unanet. Ar prokulerezh a sav a-enep an diviz-mañ. Er Frañs n’eo ket anavezet e-barzh al lezenn ar GPA, difennet ...

Lire

Paotred al Loc’h

Disul dremenet e oa bet skignet un teul-film dibar e-barzh an abadenn Bali Breizh, anvet Paotred al loc’h. Buhez daou baotr, tro-dro da 50 vloaz hag asambles abaoe ouzhpenn 25 bloaz. Ronan Hirrien a oa bet o filmañ anezhe ar bloaz paseet. N’eo ket bemdez e vez gwelet seurt traoù ...

Lire

Israel – Palestina, krogad ar peoc’h ?

Benjamin Netanyahu a vefe prest da leuskel skipailh mell-droad e vro da c’hoari a-enep ur skipailh eus Palestina hervez Sepp Blatter, prezidant ar FIFA. Ur c’hrogad evit ar peoc’h. Prezidant ar FIFA a oa deuet dimeurzh paseet en Israel evit kaozeal eus diorren ar vell-droad e Palestina. Netanyahu en doa ...

Lire

Take us with you Scotland.

Disoc’h an dilennadegoù diwezhañ e Bro-Saoz n’en deus ket graet plijadur d’an holl. Miliadoù a dud e norzh Bro-Saoz o doa implijet an hashtag «take us with you Scotland» evit embann o c’herse o welet e oa aet ar maout gant ar virourien. Hag ar vroadelourien skosat d’o degemer evel-just. ...

Lire

Re Yaouank an UDB war Enez Groe

Dʼar 25/26 a viz Ebrel e oa bet Re Yaouank an UDB war Enez Groe evit kejañ ouzh hecʼh annezidi ha kaozeal gante diwar-benn an dodenn « Bevañ, labourat ha divizout war un enezenn ». Un dibenn-sizhun frouezhus eo bet evit ar re yaouank. Evit ar wech kentañ e oant bet war ...

Lire

Fin al Labour e Bro-Skos ?

Al Labour zo en arvar e Bro-Skos… evel ar pandaed ! Dʼar 7 a viz Mae e vo votet er Rouantelezh-Unanet evit ar General Election evit Parlamant Westminster. Un darvoud istorel e vo rak evit ar wech kentañ ne cʼhallo ket nag al Labour nag ar Virourien ren o-unan. Perak ...

Lire

Al lu a-enep an dilabour ?

Graet eo dija ! D’ar 27 a viz Ebrel en doa disklêriet François Hollande en Alençon (Orne) e vo digoret seizh kreizenn « servij-soudard a-youl vat » er Frañs. Amkan ar stignad-mañ : sikour ar re yaouank en diaester da gavout ul labour. Sifroù diwezhañ an dilabour e miz Meurzh n’int ket mat ...

Lire
b2a351b88fea666c6994a4d18c26e772nnnnnnn