Accueil / À la Une / Skol-veur hañv Kemper : ur sevenadur lec’hel a zedenn keodedourien ar bed

Skol-veur hañv Kemper : ur sevenadur lec’hel a zedenn keodedourien ar bed

Kemper

Deskiñ brezhoneg dre ar saozneg

Eus Kalifornia, Polonia, Kembre ha Kerne-veur e oant deuet, gant ur c’hoant hepken : deskiñ diazezoù yezh keltiek an douar bras, ar brezhoneg. Ha m’int dipitet eo abalamour eo bet re verr, siwazh, an div sizhunvezh kentelioù (etre an 13 hag ar 24 a viz Even), prezegennoù ha gweladennoù bet aozet evito gant Gaelle ar C’horr (eus KSBK pe CRBC Brest) ha Myrzinn Boucher-Durand (Skol-veur Breizh-Izel, Harvard).

Diwar intrudu Gary German, Amerikan ha Breizhad, kelenner e Skol-veur Brest ivez, e oa bet savet ar c’hentelioù hañv e saozneg, kement ha desachañ an holl dud dre ar bed c’hoant ganto pakañ kentelioù yezh ha sevenadur Breizh. Gant kelennerien skol-veur e vez roet kentelioù ha distaget prezegennoù zo, diwar-benn istor, rannyezhoù pe ar vro, met dont a ra ivez kelennerien Mervent, boaz ma vezont gant ar stummadurioù oadourien. Met n’eo ket bemdez e vez dirak ar gelennerien studierien ken entanet gant yezh ar vro !

Berr eo bet an div sizhunvezh, gant kentelioù yezh diouzh ar mintin, lod outo kaset en-dro gant kelennerien Mervent, kement ha reiñ diazezoù ar yezh da dud boaz ouzh an implij meur a yezh, en o buhez pe en o labour. Diouzh an abardaez, prezegennoù, diwar-benn istor breizh gant Yves Coativy pe rannyezhoù Breizh gant Tangi Solieg, ha gweladennoù, evel hini gêr gloz Konk-Kerne pe Levraoueg KRBK (CRBC) Brest.

Kentelioù hag eskemmoù ar vuhez post pandemiezh

Daou strollad a studierien a heulie aketus o c’hentelioù, ar re n’o doa tamm anaoudegezh ebet eus ar yezh, pa oa ar wech kentañ dezho dont d’ar vro zoken, hag ar re a oa bet deuet da Vreizh dija, pe heuliet kentelioù Skol an Emsav dre urzhiataer en daou vloaz diwezhañ, bloavezhioù daonet ar c’hovid. Unan eus ar studierezed, deuet da chom da Gemper daou vloaz a oa, n’he doa ket gellet heuliañ he huñvre da splujañ e sevenadur Breizh c’hoazh abalamour da reolennoù ar pellekaat sokial zoken ! Setu ma oa deuet evito, a-benn ar fin, an digarez da eskemm gant brezhonegerien a-dal dezho, da c’hoari “Din an dorn” pe da glask dañsal e-doug festoù-noz Liorzh an Eskopti e-kreiz kêrbenn Kerne.

Souezhet eo bet ar studierien gant pinvidigezh glad ar vrezhonegerien, eus sonioù ar Barzhaz Breizh da varzhonegoù Bernez Tangi, eus startijenn ar festoù-noz da niver sonerien ar bagadoù. Met diaes eo bet dezho kompren ivez peseurt lodenn eus sevenadur Breizh a c’helle spontañ ar gouarnamantoù gall evit ma ne asantfent ket ouzh ar goulenn sokial da zigeriñ muioc’h a glasoù divyezhek pe da c’hellet reiñ anv-bihan d’ar vugale !

Ur wech tremenet an div sizhunvezh e ouie ar studierien muioc’h a vrezhoneg eget an darn vrasañ eus hor c’henvroiz… Ha ma kinnigfemp dezho kemer perzh ?

Skol-veur hañv Gouelioù Meur Kerne 2022

Ur skol-veur hañv all a zigoro he dorioù etre ar 17 hag an 22 a viz Gouere 2022, e Ti ar Vro Kemper. Da Vro-C’halisia e vo gouestlet, ur vro pedet ivez e gouel Etrekeltiek an Oriant ar bloaz-mañ. Kreizenn sevenadurel Xaquin Lorenzo, arkeologiezh ha ragistor Galisia, an dilhad hengounel, an dañsoù, ar c’hoarioù hengounel, ar boued, ar yezh hag ar sevenadur, met ivez ar politikerezh yezh a vo kinniget deoc’h e Ti ar Vro Kemper. Lakait hoc’h anv evit mirout ho plas !

clelia@tiarvro-kemper.bzh

> Sten Charbonneau

Sten est un homme aux mille métiers : interprète, concepteur de jeux, il a été journaliste aussi et beaucoup d'autres choses encore.