Accueil / À la Une / Ar c’horonaviruz e Jamaika

Ar c’horonaviruz e Jamaika

Amañ, n’eus tamm chañs ebet ma vefe eus ar c’horonaviruz. Gant an tommder, ne c’hello ket padout.” Setu ar pezh a veze lavaret e Jamaika e miz Genver ha C’hwevrer. Met abaoe an 10 a viz Meurzh, pa oa bet diagnostiket an den klañv kentañ, eo un afer all. Ur vaouez o tistreiñ eus ar Rouantelezh-Unanet an hini eo he deus degaset ar viruz d’he enezenn 3 milion a dud. Eno e oa bet evit un interamant.

Kerkent ez eus bet kemeret divizoù kreñv gant ar gouarnamant. Daou zevezh goude dizoloadenn an den klañv kentañ eo bet disklêriet gant ar C’hentañ Ministr Andrew Holness e vefe serret ar skolioù evit div sizhunvezh d’an nebeutañ. Buan a-walc’h eo bet goulennet digant ar brasañ niver labourat en ur chom er gêr. Un nebeud devezhioù war-lerc’h eo bet serret an aerborzhioù.

N’eo ket bet trawalc’h koulskoude evit mirout ouzh ar c’hleñved-red d’ober e hent : ouzhpenn 300 den klañv a zo ha 7 den marvet evit ar poent.

Sikour a-berzh Kuba

Gant ur c’henskoazell rannvedel eo bet merket an enkadenn betek-hen. 140 klañvdiour ha medisin eus Kuba a oa erruet e Jamaika d’ar 21añ a viz Meurzh. “Klevet eo bet hor galv gant pobl ha gouarnamant Kuba ha respontet o deus”, en doa displeget ministr ar yec’hed Christopher Tufton.

Brudet eo Kuba evit stummañ ur bern medisined a-feson. Kantadoù diouto a zo bet kaset da sikour er C’harib (Haïti, Grenada, Saint-Lucia,…), tiriadoù gall en o zouez (Martinik, Gwadeloup, Gwiana), met ivez er bed a-bezh (Italia, Afrika ar Su, da skouer). Ur c’henlabour ne blij ket d’ar Stadoù-Unanet : gopr ha koñdisionoù labour medisined Kuba a zo fall-tre hervez dilennidi ’zo ha ne rankfed ket asantiñ o sikour.

Nebeutoc’h a dud drouklazhet ?

Sed aze un dra bennak a vefe boutin evit darn vrasañ ar pobloù met disheñvel eo e Jamaika. Pa oa bet gouezet e oa eus ar C’hovid-19 war an enezenn, d’an 10 a viz Meurzh, ne oa bet den lazhet ebet er 24 eurvezh da-heul. Un darvoud dreist-ordinal en ur vro e lec’h ma vez ur geidenn a dri den drouklazhet bemdez.

Abaoe ez eus bet merzhet e oa aet an torfedoù all war zigresk ivez, e-keñver sifroù 2019 er memes mare : nebeutoc’h a dud gwallet, a fuzuilhadennoù, a laeroñsi. N’eo ket sur e padfe siwazh, pa ne vo ket difennet ken kuitaat an ti etre 6 eur noz ha 6 eur vintin.

“Tan a yuh yaad”

E-giz er bed a-bezh ez eus bet nullet a bep seurt darvoudoù e Jamaika. Echu gant an atleterezh hag ar sport dre vras evit ur mare, gouel ebet ken hag ampellet ar c’harnaval eus miz Ebrel da viz Here. “Tan a yuh yaad” (“Chomit er gêr” e patwa, eil yezh ar vro) eme ar gouarnamant met ivez an dud vrudet evel Usain Bolt d’ar bobl.

> Melena Helias

Melena Helias
Melena Helias est diplômée de l’École publique de journalisme de Tours. Boursière de la Fondation Zellidja à deux reprises, à Cuba puis en Jamaïque, elle s’intéresse en particulier aux Caraïbes. Ses piges portent généralement sur des sujets liés à l’athlétisme, à la musique ou encore aux langues créoles.